Accueil > Skol-vamm > Dizoleiñ ar bed : skiant, teknik > Deskiñ implijout an urzhiataer

Deskiñ implijout an urzhiataer

mercredi 26 décembre 2012, par Isabelle.

Apprendre à utiliser l’ordinateur : "Gcompris", "Minisebranet jeux de memory", logiciels téléchargeables, en breton et gratuits pour apprendre à utiliser l’ordinateur, la souris, le clavier. Fichier pédagogique d’accompagnement en breton pour Gcompris (fiches élèves) ; "Skolius" et "Teo, Leo ha Manda", CDroms en breton (payants). DIWALLIT ! Kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl geleier.

 Gcompris


Un diell evit heuliañ oberiantizoù ar skolidi gant Gcompris.

Evit ar re vras : ur golonenn leuniet gant ar skoliad e-unan, ha kolonenn ar barregezhioù leuniet gant ar skolaer. Evit ar re vihan ha krenn : pep tra leuniet gant ar skolaer. Ha digoust eo evit un endro linux.

Mont a ra an dielloù-mañ gant meziant dieub Bruno Coudoin (liesyezhek : brezhoneg, galleg, saozneg...) pellgargapl amañ : http://gcompris.net/-br-

An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

OpenDocument Text - 518.6 ko
Gcompris PS MS divyezhek
PDF - 211.6 ko
Gcompris PS MS divyezhek
OpenDocument Text - 1 Mo
Gcompris GS divyezhek
PDF - 358.7 ko
Gcompris GS divyezhek

 Minisebran


Minisebran, evit deskiñ al livioù, al lizherennoù, an niveroù hag all er skol-vamm. Selaouer ret !
- Pellgargañ ar meziant e lec’hienn an drouizig amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=68%3Aminisebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br
- Digeriñ "minisebran", digeriñ "bin" ha klikañ war "minisebran"(skeudenn ar vleunienn) evit staliañ an traoù.
- Klikañ war "alt fonction F2" evit dibab ar yezh : saozneg, brezhoneg hag all.

 C’hoarioù memor


Ar penn, an dorn, ar c’horf, an niveroù, an niveroù benel ha gourel, gant pemp c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : http://www.cndp.fr/crdp-rennes/crdp/services/tes/ Hent da heuliañ evit kavout anezhe : "Brezhoneg" => "c’hoari memor". Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren. Ar c’hoarioù savet gant Malo Ar Menn a blij d’ar vugale ; ret eo lakaat ur selaouer ha dibab distagadur ar gerioù.
- An anvioù-gwan : 4 c’hoari memor (N. 1, 2, 3, 4) digoust ha pellgargapl war lec’hienn TES.

 Skolius


Skolius zo ur CDrom e brezhoneg gant Michel MERMET evit ar c’helc’hiadoù 1 & 2 ; posupl eo koumanantiñ anezhañ amañ : http://gwened.tremenvoe.pagesperso-orange.fr/index.htm

 Teo, Leo ha Manda


Teo, Leo ha Manda zo ur CDrom liesyezhek (brezhoneg e-barzh) evit deskiñ geriaoueg an ti ha deskiñ beajiñ en ur meziant. Amañ : http://www.klask.com/index.php?dib=11&niv=536

 Evit mont pelloc’h :

- Deskiñ tresañ gant an urzhiataer : http://webklas.org/spip.php?article232
- Deskiñ skrivañ gant an urzhiataer : http://webklas.org/spip.php?article48