Accueil > Kelc’hiad 2 > Lennegezh > Lenn emren : stalioù e CP CE

Lenn emren : stalioù e CP CE

samedi 19 août 2017, par Isabelle.

Lecture d’albums en autonomie en CP CE : fiches de suivi.

Barregezhioù :
- Lenn gerioù aesoc’h aesañ. / Identifier des mots de manière de plus en plus aisée.
- Kompren un destenn. / Comprendre un texte.
- Lenn a vouezh uhel. / Lire à voix haute.

 Jakez Vras e CP CE

Luc’heilañ an diell war ur follen A3 pleget (stumm ur gazetenn), gant an tikedennoù distag (reiñ anezhe d’ar skolidi pa vo echuet lenn an holl levrioù).

Goulenn : ur ramz heñvel pe disheñvel ouzhin ? Penaos ? Perak ?

Kuzul ouzhpenn : Lakaat ar skolidi da lenn 2 ha 2 a vouezh uhel, ur bajennad pep hini d’e dro.

PDF - 527 ko
Jakez Vras
OpenDocument Text - 4.4 Mo
Jakez Vras

 Ur voest lenn e CE

Stal lenn emren e CE : ur fichenn evit heuliañ an oberiantizoù hag ur voestad lenn gant levrioù embannet gant TES.

Leuniañ ur voest gant 2 pe 3 skouerenn eus pep levr embannet gant TES evit an eil kelc’hiad (roll war ar fichenn da heul).

Ar voest a chomo er c’hlas a-hed ar bloavezh evit ur stal lenn emren gant skolidi ar CE.

Luc’heilañ ar fichenn da heul war baper-kartoñs evit pep skoliad.

OpenDocument Text - 17.5 ko
Lenn levrioù embannet gant TES e CE1
PDF - 78.8 ko
Lenn levrioù embannet gant TES e CE1

Fichenn pep hini a chomo er voest ivez, pe e kombod pep skoliad.

Evit koumanantiñ al levrioù gant TES : https://www.reseau-canope.fr/tes/

Gallout a rit ober memestra evit levrioù all ar c’hlas, gwelloc’h kaout 2 pe 3 skouerenn anezhe evit ma vo aesoc’h d’an eil skoazellañ egile evit al lenn.

Kuzul ouzhpenn evit ar c’henlabour :
Posupl eo lakaat ar skolidi 2 ha 2, da lenn an albomoù, gant ur bajennad pep hini d’e dro, evit reiñ lusk ha youl enne.