Accueil > Kelc’hiad 2 > Lenn e CP > CP : An hentenn lenn Telo hag Anna war internet

CP : An hentenn lenn Telo hag Anna war internet

samedi 7 septembre 2013, par Isabelle.

Al lec’hienn Telo hag Anna digor d’an holl ! http://gwenn.vorch.free.fr/
Hag an hentenn war lec’hienn TES !

Méthode bilingue d’apprentissage de la lecture breton/français en CP : manuel, fichier d’exercices, etc.

War lec’hienn TES : levr ar skoliad, fichennaoueg ar skoliad, gerioù ar fichennaoueg hag ar skritelloù. Kinniget brav hag adframmet.

http://gwenn.vorch.free.fr/


Krouet eo bet an hentenn lenn Telo hag Anna gant Paskal BELZ e 2006, evit lakaat ar vugale da zeskiñ lenn e brezhoneg hag e galleg. Abaoe 2010 eo implijet gant meur a skolaer e klasoù divyezhek.

41 gentel a zo en holl, gant tri devezh labour evit pep kentel, e brezhoneg betek ar gentel 9, ha goude e brezhoneg hag e galleg pep hini d’e dro. Gant al levr da voullañ, ez eus ivez ar c’haier poelladennoù evit ar skoliad (84 fajenn), ar skritelloù da begañ ouzh ar voger gant ar grafemoù da zeskiñ, fichennoù-lenn ar grafemoù evit ar skoliad, ar skeudennoù evit lakaat ar vugale da gomz, al levrig displegañ evit kinnig an hentenn d’ar gerent, un displegadennig diwar-benn an doare d’ober... Ha dafar ouzhpenn krouet gant ar skolaerien a implij an hentenn. Fonnus eo dija neuze, e stumm pdf pe odt (openoffice pe libroffice).

Gwenn Vorc’h he deus bodet an dud evit mont pelloc’h gant an hentenn ha savet he deus ul lec’hienn evit kinnig anezhi :

http://gwenn.vorch.free.fr/

Boued zo me lâr deoc’h ! Diwallit, an hentenn-mañ n’eo ket bet graet evit Bro-Wened nemetken, mes implijapl eo e Breizh a-bezh. Skeudennaouet eo bet al levr hag ar fichennaoueg gant N. Moreau.

CP : Dielloù ouzhpenn a za gant an hentenn lenn Telo hag Anna

- Geriaoueg  : Skritell da glokaat ha da genderc’hel gant ar skolidi evit rollañ ar gerioù a vank dezhe, evit diskrivañ skeudennoù an hentenn lenn Telo hag Anna.
- Gerioù benvigi : Skritell da genderc’hel gant ar skolidi evit rollañ ar gerioù-benvigi diaes dezhe, e galleg.
- Tikedennoù da urzhiañ a-stroll evit sevel frazennoù reizh.

OpenDocument Text - 12.5 ko
Les mots-outils
PDF - 41.2 ko
Les mots-outils
OpenDocument Text - 13.2 ko
geriaoueg a vank deomp
PDF - 46.2 ko
geriaoueg a vank deomp
PDF - 192.9 ko
121 frazenn da urzhiañ
OpenDocument Text - 27.4 ko
121 frazenn da urzhiañ