Accueil > Kelc’hiad 2 > Lennegezh > Kabellig ruz, istorioù disheñvel ha luadennoù

Kabellig ruz, istorioù disheñvel ha luadennoù

mercredi 2 janvier 2019, par Isabelle.

Le petit chaperon rouge en français et en breton : formes d’une même histoire à comparer et parodies, détournements à analyser.
Kabellig Ruz, keñveriañ stummoù disheñvel an istor, komz diwar skeudennoù, dielfennañ luadennoù ... boued zo evit pep kelc’hiad gant ar c’habellig-se !

 PROGRAMMADUR :


- Kelc’hiad 1 : anavezout ur stumm boaz eus an istor
- Kelc’hiad 2 : Kabellig Ruz, keñveriañ stummoù disheñvel an istor.
- Kelc’hiad 3 : Kabellig Ruz, dielfennañ fent al luadennoù.
Araok pep tra eo ret bezañ sur eo anavezet mat stummoù boaz an istor gant ar skolidi.

 An istor : ar stummoù boas


Daou stumm disheñvel eus ar memes istor  : Teir zestenn da studiañ ha keñveriañ. Petra zo heñvel ? Petra zo disheñvel ?
- Kabellig ruz gant TES :
AL LEVR
An enrolladennoù : stumm 2009 gant Nolwenn Korbell, Maryvonne Berthou, Maina Audran, Roger an Du, Claude an Du ha Yann Bijer ; stumm 2018 (1) gant Mona Jaouen ha Gwenn Chapalain ; stumm 2018 (2) gant Natacha ar Gall.
Ar skeudennoù

OpenDocument Text - 122 ko
chaperon perrault
PDF - 81.6 ko
chaperon perrault
OpenDocument Text - 279 ko
ar c’habellig SOHIER
PDF - 127.6 ko
ar c’habellig SOHIER


- Kabellig ruz e galleg gant Perrault
- Kabellig ruz e brezhoneg gant Sohier
Dielloù ouzhpenn
da implijout goude bezañ bet studiet ar gontadenn (hag he stummoù disheñvel) ha komprenet mat ar ster :
- Bammoù da vemoriñ tennet eus "Kabellig Ruz" embannet gant TES
- Bammoù da vemoriñ tennet eus "Le petit chaperon rouge" gant Perrault (CE1 : "Chaperon extrait" ; CP : "Chaperon extrait court")
- Poelladenn : lenn ar frazennoù ha tresañ (e brezhoneg)
- Goulennoù e galleg
- Goulennoù e brezhoneg

OpenDocument Text - 123.2 ko
chaperon extrait
PDF - 89 ko
chaperon extrait
OpenDocument Text - 130.4 ko
kabellig bammoù
PDF - 80.4 ko
kabellig bammoù
OpenDocument Text - 27.8 ko
kabellig tresañ
PDF - 56.6 ko
kabellig tresañ
PDF - 86.8 ko
chaperon questions
OpenDocument Text - 120.6 ko
chaperon questions
PDF - 77.3 ko
kabellig ruz goulenn
OpenDocument Text - 32.1 ko
kabellig ruz goulenn
OpenDocument Text - 121.8 ko
chaperon extrait court
PDF - 105.4 ko
chaperon extrait court

 Skeudennoù

Skeudennaoueg Kabellig ruz (42 skeudenn) da implijout e liamm gant an Arzoù kaer. Ret eo ober un dibab e-touez ar pezh zo kinniget e-barzh.

PDF - 1.4 Mo
Kabellig ruz skeudennaoueg

Tresadenn ; Timbroù ; Skeudennoù liv tennet eus al levrioù ; Livadurioù ; Skritell ; Panell ; Engravadurioù tennet eus al levrioù ; Kizelladurioù ; Taolenn-bri ; Foto

 Tudenn veneget

Evit mont pelloc’h :

An dudenn zo meneget el levrioù gant Pennart, embannadurioù TES :
- Ar bleiz tener e galon : Al levr, ar fichennoù labour
- Ar bleiz zo deuet en-dro : Al levr, ar fichennoù labour
An dudenn zo meneget ivez en dresadenn vev :
- Kerity, ti ar c’hontadennoù"
Ar film gant BreizhVOD, 10 € bennak
Daoulagad Breizh en doa savet un doser evit ar skolaer ; pellgargapl oa mes n’eo ken siwazh.
(Amañ oa : http://dbbrezhoneg.weebly.com/dafar-evit-ar-skoliougrave.html)

 Luadennoù

Récits, théâtre, vidéos... parodiant la célèbre histoire du petit chaperon rouge !
Kabellig Ruz : dielfennañ fent al luadennoù (kentoc’h e kelc’hiad 3 evit traoù ’zo).
Levrioù
- "Togig Ruz" gant Geoffroy de Pennart, embannet gant TES.
AL LEVR

PDF - 75.9 ko
togig ruz goulennoù
OpenDocument Text - 66.3 ko
togig ruz goulennoù


Kabell ruz bras gant Juliette Parachini-Deny ha Coralie Saudo, embannadurioù Keit vimp bev, 8 € ; setu ur bleiz marnaoniek o redek war-lerc’h Kabellig-ruz !... Mes piv vo tapet ?
Klikit amañ !

Videoioù

- "Red riding hood" ; Tresadenn vev krouet e 1931 gant Van Beuren Studios ; Padelezh : 7 min 9 s
Amañ :
http://archive.org/details/Red_Riding_Hood_1931
- Ul luadenn all gant Betty Boop
http://archive.org/details/BettyBoopDizzyRedRidingHood1931



"Pelec’h emaout Mamm-gozh" gant François CHALET (6 minutenn en holl).
BREIZHVOD LOULOU ha Pelec’h emaout Mamm-gozh, KLIKIT amañ ! "Pelec’h emaout Mamm-gozh" zo ur berr-metrad a za gant ar film "Loulou". Piv en deus debret Mamm-gozh hervezoc’h ? Ur "c’habellig Ruz" luadennet gant ur grafism fiskal ha lusk e-barzh !


C’hoariva
Ar gelaouenn "Al Liamm" niverenn 393 (Gouere-Eost 2012) a ginnig pezhioù c’hoari evit ar skolioù gant Paul Madec, lakaet e brezhoneg gant Bob Simon. Daou anezhe a gas ur sell disheñvel, gant fent ha luadenn, ouzh tudennoù hor c’hontadennoù mil anavezet :
- www.uweo.bzh  : "www. UrWechEoOa.bzh" ; arabat klask al lec’hienn internet : n’eus ket anezhañ ! Gwenn-Erc’h dibabet evel an hini vravañ gant Perrault ha Grimm o tabutal e-pad un abadenn tele diwar-benn ar c’hontadennoù. Ar c’horred o vont d’ar Macumba, an Ankoù dilabour, ar Priñs-Charmant ha Walt Disney war al leurenn ivez, betek donedigezh Kabellig ruz ha Ravolt ar briñsezed. Jeu zo war al leurenn !
- Amann ar stered  : Diaes eo lakaat ar vugale da gousket hiziv an deiz, evit tad ha mamm. Memes gant skoazell Kabellig ruz, Super-Bleiz ha Dark Vador ouzhpenn !
7 euro ar gelaouenn ; lec’hienn Al Liamm amañ : http://www.alliamm.com/ Chomlec’h : Al Liamm - 14 straed Louzaouenn-an-hañv (rue du muguet) - 22300 LANNUON

Skeudenn
Ur skeudenn a zistro istor Kabellig Ruz.

PDF - 52.6 ko
kabellig ruz skeudenn luadennet