Accueil > Skol-vamm > Dizoleiñ ar bed : amzer spas > NEDELEG - An Azvent

NEDELEG - An Azvent

samedi 2 décembre 2017, par Isabelle, Patrick.

Calendrier de l’Avent, vocabulaire sur le thème de Noël, dessins animés, vidéos en breton et chants en breton et en anglais...

 Kanañ Nedeleg

Roll ar c’hanaouennoù (evit an dud vunut hag ar re vras ivez) :
- Nedeleg laouen gant Jean-Luc ROUDAUT
- Noz an Nedeleg gant Yann RAOUL
- Kanomp uhel ! gant skol diwan Pondi
- Sonenn Nedeleg gant An diaoul ha bug...ale !
- An tad Nedeleg (Enora)
- Nedeleg (Enora)
- Pelec’h emañ an tad Nedeleg (Enora)
- Nedeleg laouen (Enora)

Hag e saozneg ivez :
- We wish you a merry christmas stumm boas ha stumm aes
- I’m a dancing Christmas tree gant A. J. JENKINS

"Nedeleg laouen d’an holl" kanet gant Jean-Luc ROUDAUT. Hag ar video savet gantañ ivez. Klikit amañ evit tizhout ar video ! War dailymotion.

Un abadenn DIBIKOUZ a-bezh (Dibikouz prantad 1) zo bet ivez diwar-benn Nedeleg, ha bet skignet gant BREZHOWEB ; Yann RAOUL a gane enni. Klikit amañ da welet un tamm berr eus an abadenn-se. Tennet eo ar ganaouenn eus ar CD "Noz an Nedeleg" (Diwallit : n’eo ket ur CD evit ar vugale nemetken mes unan evit an holl).

"Kanomp uhel" : fiskal kabidant, get begon !
Ar pempvet kanaouenn ("Kanomp uhel !") a lid Nedeleg : "Setu miz an azvent, bugaligoù, Kinklomp ar sapinenn, kenti-kentañ,..."

Ur ganaouenn : "Sonenn Nedeleg", e-barzh an albom "An diaoul ha bug...ale !" gant merc’hed an diaoul ha peder, ha skolidi divyezhek eus Pondi ha Lannarstêr.
03. Sonenn Nedeleg 1:46 ; 13. Sonenn Nedeleg 1:46 (sonerezh)

4 c’hanaouenn Nedeleg el levr "Enora", gant ar pozioù (e stumm pdf) hag an enrolladennoù (e stumm mp3) pellgargapl war lec’hienn TES, amañ. https://www.reseau-canope.fr/tes/
13. An tad Nedeleg
14. Nedeleg
15. Pelec’h emañ an tad Nedeleg
16. Nedeleg laouen

We wish you a merry christmas : ar ganaouenn nedeleg mil anavezet, gant an diskan a vo mat evit ar vugale er skol-vamm (ar pozioù all vo kanet gant ar skolaer(ez) nemetken).
Evit an enrolladur pellgargabl, klikit amañ.
Kanet gant Claude Vollaire hag implijabl dieub mes evit ar skolioù nemetken.
2 stumm amañ, ar stumm boas hag ar stumm aes evit ar skolidi yaouank :

OpenDocument Text - 314.4 ko
We wish you a merry Christmas
PDF - 120 ko
We wish you a merry Christmas
OpenDocument Text - 445.1 ko
merry christmas stumm aes
PDF - 216.8 ko
merry christmas stumm aes

The dancing Christmas tree song gant A.J. Jenkins. Video by KidsTV123. Copyright 2011 A.J.Jenkins / KidsTV123 : All rights reserved. Klikit amañ !

 Barzhoneg Nedeleg

"NEDELEG"
Barzhoneg Nedeleg gant Naig Rozmor. (1, 2, 3, rimadelloù a ri ; Pladenn A, niverenn 66). [Testenn bellgargapl war lec’hienn TES https://www.reseau-canope.fr/tes/

 Kalanderioù AN AZVENT

DEIZIATAER an AZVENT EN LINENN ! Amañ : http://divyezh.bruz.free.fr/xmascalendar/index.php
Ur ger e brezhoneg bemdez evit gortoz !

Hag unan all, stumm paper, amañ da heul !
Evit lakaat ar skolidi da gomz ha d’en em lec’hiañ en amzer, er skol-vamm. Trugarez da b/Patrick Béchard !
- Ar skritell
- Ar fichenn
- An displegadenn

Word - 187.5 ko
kalander an azvent
PDF - 72.2 ko
kalander an azvent
Word - 23.5 ko
kalander an azvent 2
PDF - 57.7 ko
kalander an azvent 2
Word - 39.5 ko
kalander an azvent skritell
PDF - 79.2 ko
kalander an azvent skritell

 An droienn lavar : Nedeleg laouen !

DVD "Brezhoneg bemdez" gant Lionel Buannic : video leun a vuhez (abadennoù ag ur vinutenn hanter bewech) gant ar re vras. Ha war brezhoweb ivez : klikit amañ !
- video niverenn 6. Nedeleg laouen

 Gerioù Nedeleg :

Geriaoueg Nedeleg : 1 fichenn e-barzh "geriadurig ma c’hlas" embannet gant TES, pajenn36.

Geriaoueg ar c’hoarielloù : 2 fichenn e-barzh "geriadurig ma c’hlas", pajennoù 37 ha 38 (da luc’heilañ). Levr amañ (digoust evit ar skolioù) : https://www.reseau-canope.fr/tes/

Fichennoù skoazell evit lakaat ar vugale da skrivañ ha tresañ an tad Nedeleg, ar wezenn-sapr hag ar c’hinkladurioù.

OpenDocument Text - 528.5 ko
Tresañ Nedeleg
PDF - 115.2 ko
Tresañ Nedeleg

 Levrioù e brezhoneg evit gortoz Nedeleg

Nedeleg kentañ Spot :
Diviet eo abaoe pell, met chom a ra ur skouerenn war estajerenn ar skol, marteze.

"Nedeleg Laouen Arzhur", ul levr gant skeudennoù kuzh-diguzh gant Bettina Paterson ha bet embannet gant An Here, evit ar re vihanañ.

Wanig ha Wenig, Nozvezh ar pellgent.
"Gwechall, hervez ar vojenn, e c’helle al loened kaozeal un nozvezh ar bloaz. Nozvezh ar pellgent"... Mes arabat kousket ma fell deoc’h klevout anezhe !

"Mammig zo droug enni" : ur sizhunvezh evit klenkañ pep tra araok ma vo erru an tad Nedeleg ! Embannet eo bet gant Sav-heol, koust a ra 4 euro nemetken, ha digoust eo enrolladenn an istor pellgargapl war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg, amañ : http://www.brezhoneg.org/fr/livres/mammig-zo-droug-enni

Burzhud koad an dug, kontadenn Nedeleg gant Youenn Gervalan, skeudennoù gant P. Pawlak.
" ... Biskoazh ne’m boa klevet ur c’hi o komz, ha ma c’hi a oa an hini a oa o komz ouzhin. Gwir eo ivez e teu ar gomz d’al loened e Breizh, nozvezh ar Pellgent."
Torret eo stlejell an tad Nedeleg. Chann ar gaouenn zo o tont !

 Tresadennoù bev NEDELEG

TROTIG :
- Trotig hag ar wezenn Nedeleg (pack 2, rann 14)
- Trotig hag ar profoù Nedeleg (pack 3, rann 78)
Da brenañ gant BreizhVOD amañ.

NEDELEG SPOT war BREIZHVOD : Klikit amañ. Kollet eo stlejell an tad Nedeleg !

Hag e-touez an istorioù "Pomme d’api"/ Ur wech e oa e brezhoneg :
- An Tad Nedeleg ha Tom-Torch, klikit amañ.
- Ur babig evit an Tad Nedeleg, klikit amañ.
- Loeroù an Tad Nedeleg, klikit amañ.

 Nedeleg er relijion

Setu liamm un Didapages -levr en linenn gant skeudennoù ha testennoù enrollet- diwar-benn tem Nedeleg hag ar c’hraou, kinniget gant Goulven JAMIER, ha savet gant J.C LE RUYET hag e skolidi : http://gjamier.free.fr/levr/nedeleg

Documents joints