Accueil > Skolaj lise > Lennegezh > Ul levrig a-enep ar faskouriezh : Matin brun e brezhoneg ! Evit ar (...)

Ul levrig a-enep ar faskouriezh : Matin brun e brezhoneg ! Evit ar re CM hag ar skolaj (lennegezh hag istor)

mercredi 6 juin 2012, par Envel.

MATIN BRUN, la nouvelle de Frank Pavloff, traduite en breton. L’auteur était présent à Vannes pour le 5° salon du livre en Bretagne.

Franck PAVLOFF oa e Gwened d’an 23 ha d’ar 24 a viz Mezheven 2012.

E levrioù a oa da werzhañ - unan e brezhoneg zoken !

Troet eo bet danevell Franck PAVLOFF "Matin brun" e brezhoneg – sed "Mintin gell" – nevez ’zo. En istor-mañ e vez kontet troioù ha distroioù daou gomper ordinal en ur bed ma weler tamm ha tamm gwask ur stad eus un tu pellañ o kreskiñ, betek lemel pep gwir d’an dud.

Da geñver 5vet Saloñs levrioù Gwened dalc’het d’an 23 ha d’ar 24 a viz Mezheven e-barzh liorzhoù ar mogerioù-kreñv e oa tu da gejañ gant Franck PAVLOFF e-unan, hag e-tal e levrioù galleg e oa kavet "Mintin gell" war stand ar stal-levrioù Cheminant (1 euro al levrig nemetken).

Ul levr dedennus eo "Mintin gell", berr evel un danevell, mat da vezañ studiet er c’hlasoù, peogwir eo liammet gant programmoù istor ar skolaj, da skwer.

Evit goût un tammig hiroc’h diwar-benn Saloñs Gwened : http://www.livresenbretagne.fr/

Hag evit adkavout al levrig "Mintin gell" : kit d’ar stal-levrioù Cheminant e Gwened