Accueil > Kelc’hiad 2 > Sevel goulennoù diwar ar bed : spas, amzer, aozadur ar bed > Dizoleiñ ar grennamzer war an dachenn : un devezh e Pondi e kelc’hiad (...)

Dizoleiñ ar grennamzer war an dachenn : un devezh e Pondi e kelc’hiad 2

mercredi 29 août 2012, par Isabelle.

Découverte du Moyen-âge à Pontivy : visite de la vieille ville et du château en cycle 2 ; GS/CP/CE1. Diwallit  : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl dielloù.

 Un dro er gêr gozh :

- D’ar beure : Bale e kêr evit dizoleiñ ar gêr gozh ha tresañ un ti kozh ; mogerioù-maen en traoñ, ha framm koad gant douar ouzhpenn en estaj.

 Ar c’hastell :

- Da greisteiz : Debriñ e-kichen ar c’hastell ha diduadenn en douvez (c’hoarioù a-stroll evit redek).
- En enderv : Bizitañ ha tresañ ar c’hastell. D’an aliesañ ez eus un diskouezadeg ouzhpenn er c’hastell (arzoù kaer pe istor).

 An dielloù evit ar skolaer(ez) :

Krouet eo bet levrigoù e brezhoneg gant ti-kêr Pondi evit dizoleiñ istor ar gêr war an dachenn. Talvoudus int evit prientiñ un devezh pedagogel. Pellgargabl int war lec’hienn an ti-kêr (war bajennoù ar glad ). Amañ :

http://www.pontivy.eu/publications/index.php?tag/patrimoine-breton

Evit ar Grennamzer :
- levrig-c’hoari "kêr gozh" => evit ar mestr ha skolidi ar c’helc’hiad 3
- troiad glad ar gêr gozh (displegadennoù evit pep savadur pouezus, hag an hent da heuliañ) => evit ar mestr
- kastell ar Roc’haned => evit ar mestr

Hag ivez war bennad-skrid ar c’helchiad 3 : http://webklas.org/spip.php?article71