Accueil > Kelc’hiad 2 > Sevel goulennoù diwar ar bed : skiant, teknik > Urzhiataerezh e CP CE1

Urzhiataerezh e CP CE1

lundi 27 octobre 2014, par Isabelle.

NEVEZ ! Ur skritell "Deskiñ a ran..." ha meziantoù ouzhpenn !

Logiciels gratuits (+ quelques payants) en breton pour apprendre et s’entrainer avec l’ordinateur, fichier de suivi et d’activités en autonomie pour les CP CE1, fiches d’activités... DIWALLIT ! Dielloù pellgargapl : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ.

 Skritell

- Ur skritell "Deskiñ a ran implijout an urzhiataer"

OpenDocument Text - 363.3 ko
Urzhiataer skritell
PDF - 74.3 ko
Urzhiataer skritell

 Niveroù

- An niveroù adalek 0 betek 100 gant ur meziant digoust.
Pleustriñ war an niveroù betek 100 gant ur fuzeenn ha planedennoù, digoust hag embannet gant TES. https://www.reseau-canope.fr/tes/

 Gerioù gant Imagemo

- IMAGEMO evit lenn e brezhoneg e CP -DIGOUST-

Troet eo bet ar meziant "Imagemo" e brezhoneg gant Goulwen Jamier. Gallout a ra skolidi ar CP lenn gerioù e brezhoneg evit lakaat anezhe da glotañ gant skeudennoù. Pellgargapl digoust amañ : http://gjamier.free.fr/imagemo/ Selaouer ret.

 Frazennoù gant KORRIGOMZ


- Sevel frazennoù e brezhoneg gant KORRIGOMZ
Digoust ha kinniget gant TES evit sevel frazennoù e brezhoneg ha selaou anezhe. Klikit, neuze ! https://www.reseau-canope.fr/tes/

KORRIGOMZ 2 : kelc’hiad 2 ha 3
https://www.reseau-canope.fr/tes/

 Gcompris

- Gcompris - digoust dindan linux ; un tamm digoust dindan windows ; 20 euro ar meziant klok dindan windows -


Un diell evit heuliañ oberiantizoù ar skolidi gant Gcompris. Gcompris zo digoust evit un endro linux , hag un tamm zo digoust dindan windows.
Ur golonenn leuniet gant ar skoliad e-unan, ha kolonenn ar barregezhioù leuniet gant ar skolaer. Mont a ra an dielloù-mañ gant meziant dieub Bruno Coudoin (liesyezhek : brezhoneg, galleg, saozneg...) pellgargapl amañ : http://gcompris.net/-br-

An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

OpenDocument Text - 1.6 Mo
Gcompris CP CE1 divyezhek
PDF - 609.4 ko
Gcompris CP CE1 divyezhek

 Sebran

- SEBRAN -DIGOUST-


Sebran zo pellgargapl digoust war lec’hienn an drouizig , hag ar fichennoù skoazell savet gant Patrick Béchard ivez. Ar meziant hag ar fichennoù zo e penn izelañ pajenn an drouizig  : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=67%3Asebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br

Evit pleustriñ e kelc’hiad 2 war :
- al lenn (gerioù)
- an niveriñ
- ar jediñ
- ar skrivañ (gerioù, lizherennoù ar c’hlavier)

 C’hoarioù MEMOR

- C’hoarioù memor - DIGOUST -


Ar penn, an dorn, ar c’horf, an niveroù, an niveroù benel ha gourel, gant pemp c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : https://www.reseau-canope.fr/tes/ Hent da heuliañ evit kavout anezhe : "Brezhoneg" => "c’hoari memor". Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren. Ar c’hoarioù savet gant Malo Ar Menn a blij d’ar vugale ; ret eo lakaat ur selaouer ha dibab distagadur ar gerioù.
- An anvioù-gwan : 4 c’hoari memor (N. 1, 2, 3, 4) digoust ha pellgargapl war lec’hienn TES.
- An anvioù-gwan enepster : 2 c’hoari memor (N. 5, 6) digoust ha pellgargapl war lec’hienn TES ivez.

 Pladennoù - CD rom : Skolius ha Teo, Leo, Manda

- Skolius- (15 + 4 euro) -


Skolius zo ur CDrom e brezhoneg gant Michel MERMET evit ar c’helc’hiadoù 1 & 2 ; posupl eo koumanantiñ anezhañ amañ : http://gwened.tremenvoe.pagesperso-orange.fr/index.htm

- Teo, Leo ha Manda - (29 + 2,50 euro) -


Teo, Leo ha Manda zo ur CDrom liesyezhek (brezhoneg e-barzh) evit deskiñ geriaoueg an ti ha deskiñ beajiñ en ur meziant. Amañ : http://www.klask.com/index.php?dib=11&niv=536

 Tresañ gant Paint

- PAINT / PINTA -DIGOUST-

Deskiñ tresañ gant PAINT : Gallout a reer tizhout "PAINT" e rubrikenn "accessoires" an urzhiataerioù a dro gant windows.


Ur meziant tresañ e brezhoneg gant Drouizig  : PINTA (diwar Paint) ; amañ vez displeget penaos lakaat ar meziant da dreién e brezhoneg : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=213%3Apinta-14-e-brezhoneg&catid=46%3Agimp&Itemid=63&lang=fr

Ret e vo deoc’h pellgargañ ha staliañ PINTA ha GTK evit Windows ma n’emañ ket war hoc’h urzhiataer : http://pinta-project.com/download.ashx Dibab "Windows" ha "download" ha "gtk for windows" ivez.

 Skrivañ gant Abiword

- ABIWORD evit skrivañ -DIGOUST-

Ar gwellañ zo lakaat ar skolidi d’ adskrivañ ar frazennoù pe an testennoù savet gante. Mes un nebeud poelladennoù zo ret a-wechoù, evit deskiñ lec’hiañ ar poentadur, da skouer.

ABIWORD e Brezhoneg gant an Drouizig, amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=86%3Aabiword-229-e-brezhoneg&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=fr

- Poelladenn gant un destenn da glokaat evit pleustriñ war ar skrivañ.
- Poelladenn evit pleustriñ war ar poentadur.
- Taolenn evit merkañ araokadennoù ar skolidi
- An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

OpenDocument Text - 44.2 ko
Abiword_CP_CE1
PDF - 69.6 ko
Abiword_CP_CE1
OpenDocument Text - 13.6 ko
skrivañ urzhiataer poelladenn
PDF - 50.5 ko
skrivañ urzhiataer poelladenn
OpenDocument Text - 14 ko
skrivañ ar poentadur
PDF - 50.5 ko
skrivañ ar poentadur

 Sellet ha selaou gant VLC

- VLC media player evit selaou ar c’hanaouennoù, an istorioù hag sellet ouzh ar videoioù - DIGOUST -


VLC zo aes e implij peogwir eo gouest da lenn n’eus forzh peseurt stumm. Aes eo neuze lakaat kanaouennoù, istorioù ha videoioù e brezhoneg en urzhiataerioù, evit ma vint implijet gant ar skolidi emren. Ha setu brezhoneg ouzhpenn e buhez ar c’hlas ! Pellgargapl digoust eo al lenner vlc e penn izelañ ar bajenn-mañ : http://vlc-media-player.org/

Documents joints