Accueil > Kelc’hiad 2 > Sevel skridoù, skrivañ > Nevez-amzer ar Varzhoniezh : sevel barzhonegoù

Nevez-amzer ar Varzhoniezh : sevel barzhonegoù

vendredi 27 décembre 2013, par Isabelle.

Rédiger des poèmes pour le printemps des poètes. Les paysages, l’enfance, la voix...

 Ar maezioù


Tem 2011 : ar maezioù.

- Deskiñ ur varzhoneg pe ziv diwar-benn ar maezioù (dibabet hon eus amañ div varzhoneg e galleg : "Dans le nuage La transparence de l’eau,..." (1979 ETIER) gant GUILLEVIC ha "Le lac endormi" gant Jules SUPERVIELLE.

- Sellet ouzh skeudennoù maezioù (fotoioù pe livadurioù)

- Renabliñ a-stroll gerioù a zeu evit pep skeudenn.

- Implijout ar gerioù-se evit sevel a-stroll ur varzhoneg berr-tre evit pep skeudenn.

- Sevel ur skritell da lakaat e kêr.

Amañ eo bet krouet ur varzhoneg e brezhoneg, hag unan all e galleg gant doare ha gerioù Guillevic pe Supervielle evit pep skeudenn.

PDF - 44.7 ko
barzhonegoù ar skolidi 2011
OpenDocument Text - 15.1 ko
barzhonegoù ar skolidi 2011
JPEG - 791.7 ko
menez tan
PDF - 990.2 ko
tan an oabl

 Ar vugaleaj


Tem 2012 : ar vugaleaj.

- Deskiñ ur varzhoneg (kanaouenn) e brezhoneg diwar-benn ar vugaleaj : "ENORA" gant Mark KERRAIN. Kement a urzhioù ’vez klevet gant ar baour gaezh Enora ! "Enora" zo pellgargapl war lec’hienn TES el levr anvet "Enora" ivez. http://crdp.ac-rennes.fr/tes/site/index.php?oberenn=174

- Sevel ur skritell a-stroll gant an urzhioù ’vez klevet gant ar vugale da gustum deus un tu, hag ar pezh o deus c’hoant d’ober e gwirionez deus an tu all.

- Klask a-stroll gant skoazell ar skolaer(ez) ar c’hlotennoù implijapl hervez ar mennozhioù renablet.

- Sevel a-stroll ar varzhoneg.

- Deskiñ ar varzhoneg skrivet dre eñvor.

- Skeudennaouiñ ar varzhoneg a-stroll evit krouiñ ur skritell a vo lakaet e kêr.

- Dibunañ ar varzhoneg krouet a-stroll war al leurenn dirak tud ar skol evit pleustriñ, ha dirak ar gerent evit echuiñ ar raktres skrivañ.

PDF - 133 ko
C’hoant hon eus
PDF - 103.5 ko
C’hoant hon eus bezañ
OpenDocument Text - 277.6 ko
C’hoant hon eus bezañ
PDF - 992.2 ko
C’hoant hon eus bezañ mestr

 Ar vouezh

Tem 2013 : ar vouezh

- Deskiñ 3 barzhoneg e brezhoneg, "an avel" en o zouez, tennet eus "1, 2, 3, ... rimadelloù a ri" embannet gant TES. An testennoù zo pellgargapl digoust war lec’hienn TES. http://crdp.ac-rennes.fr/tes/site/

- Dibab ur varzhoneg a servijo evit he framm.

- Renabliñ a-stroll gerioù diwar-benn ar vouezh war ur skritell a chomo ouzh ar voger e-pad an abadennoù-labour.

- Klask mennozhioù a strolladoù bihan evit sevel ur varzhoneg diwar-benn ar vouezh gant framm "an avel".

- Lakaat ar mennozhioù a-stroll evit sevel ar varzhoneg nevez gant skoazell ar skolaer(ez).

- Skeudennaouiñ ar varzhoneg a-stroll evit krouiñ ur skritell a vo lakaet e kêr.

- Deskiñ ar varzhoneg nevez-savet.

- Pleustriñ war al leurenn evit dibunañ ar varzhoneg grouet gant ul labour stumm c’hoariva.

- Diskouez an abadenn savet war al leurenn d’ar gerent e-pad arvest ar skol.

Da heul, un diell gant ar framm implijet hag ar skouer krouet gant ar skolidi.

PDF - 69.2 ko
framm an avel ha skouer
OpenDocument Text - 13.5 ko
framm an avel ha skouer
PDF - 1.4 Mo
Serr da veg