Accueil > Skol-vamm > Dizoleiñ ar bed : skiant, teknik > Ar c’horf

Ar c’horf

mercredi 22 janvier 2014, par Isabelle, Patrick.

NEVEZ ! Taolennoù evit renkañ ar c’hartoù 7 familh.

Représentation du corps humain et lexique : de l’apprentissage à l’évaluation en passant par le jeu et la chanson
Diwallit  : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl dielloù.

Tresadennoù gant ar skolidi (ar re vras / CP / CE1)

PNG - 197.3 ko
korf wikimedia

 Geriaoueg ar c’horf ha c’hoari loto ha memor asambles


Implijout kartoù ar c’horf embannet gant TES (Dornlevr "Dizoleiñ ar bed" evit an eil kerc’hiad, pellgargapl digoust war o lec’hienn) evit memoriñ ar c’heriaoueg e brezhoneg :
- Dibab ar c’hartoù ez eus oc’h anv war an daolenn briziañ da heul
- Skrivañ ar respont a-drek pep kartenn
- Luc’heilañ ar c’hartoù evit pep strollad bihan (ur strollad = 4 bugel bras gant ur CP pe ur CE1) ha plastikaat evit ma pado.
- Pep CP pe CE1 a ren an traoù evit lakaat ar re vras da vemoriñ ar c’heriaoueg, goude un abadenn skouer gant ar skolaer(ez) memestra.

Lec’hienn TES amañ : https://www.reseau-canope.fr/tes/

Ar c’hartoù embannet gant TES a zo implijet evit gwir e-barzh c’hoarioù loto ha memor, ha ret eo leuskel anezhe er c’hlas a-hed ar bloavezh evit ma vo adimplijet an dafar-se hag ar c’heriaoueg gant ar skolidi evit c’hoari asambles.

 Geriaoueg ar c’horf : tikedennoù gerioù/skeudennoù all ha geriaoueg an dremm


- 1 fichenn gant an dremm e-barzh "geriadurig ma c’hlas" embannet gant TES, pajenn 57.
- 2 fichenn gant tikedennoù e-barzh "geriadurig ma c’hlas", pajennoù 55 ha 56 (da luc’heilañ).

Levr amañ (digoust evit ar skolioù) : https://www.reseau-canope.fr/tes/

 Kanaouennoù

- "Ul lagad-daoulagad", kanaouenn N.4 pladenn Mona Jaouen (15 euro). Pozioù ha troidigezh ar ganaouenn war lec’hienn Mona Jaouen, amañ : http://www.mona-jaouen.net/ul-lagad-daoulagad.html

- "Bizied", kanaouenn N.7. Pozioù ha troidigezh ar ganaouenn war lec’hienn Mona Jaouen, amañ : http://www.mona-jaouen.net/bizied.html

- "Ar c’hoz", kanaouenn N.12. Pozioù ha troidigezh ar ganaouenn war lec’hienn Mona Jaouen, amañ : http://www.mona-jaouen.net/ar-c27hoz.html

 Anvioù an dud e liamm gant ar c’horf : ur c’hoari hag ur video


- "C’hoari ar 7 familh : ar c’horf" :
http://keit-vimp-bev.info/7familh_br
Ha taolennoù evit renkañ ar c’hartoù (savet gant Patrick BECHARD).

OpenDocument Text - 12.2 ko
taolenn kartoù 7 familh
PDF - 70.1 ko
taolenn kartoù 7 familh


- Ar c’horf e DVD "Brezhoneg bemdez" gant Lionel Buannic
Evit dizoleiñ anvioù an dud e liamm gant ar c’horf er skol-vamm gant ar re vras ha broudañ ar skolidi gant ur video leun a vuhez (abadenn ag ur vinutenn hanter) :
- video niverenn 9. An anvioù familh hag ar c’horf (K.2/3)

Petra zo en DVD-se ? Amañ : http://webklas.org/spip.php?article155

Pelec’h kavout an DVD-se ? Amañ : http://www.brezhoweb.com/D%C3%A9tails-actualit%C3%A9s/items/brezhoneg-bemdez-le-dvd-.html

 C’hoarioù memor evit an urzhiataer


- C’hoarioù memor evit ar re vras :

Ar penn, an dorn, ar c’horf, gant tri c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : https://www.reseau-canope.fr/tes/

Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren. Ar c’hoarioù savet gant Malo Ar Menn evit memoriñ geriaoueg ar c’horf a blij d’ar vugale ; ret eo lakaat ur selaouer ha dibab distagadur ar gerioù.

 Ma c’horf : an trouzioù


- Trouz-didrouz : Pennad 10 ar bladenn embannet gant TES zo troet war trouzioù ar c’horf. Digoust eo evit ar skolioù. https://www.reseau-canope.fr/tes/

 Skritelloù


Div skritell embannet gant TES ha digoust evit ar skolioù. https://www.reseau-canope.fr/tes/

 Geriaoueg ar c’horf : priziañ


- Taolenn hiniennel leuniet gant ar skolaer goude ar fiñval, an deskiñ hag an tresañ.

OpenDocument Text - 23.4 ko
ar c’horf taolenn briziañ
PDF - 54.1 ko
ar c’horf taolenn briziañ

1 Message

  • Ar c’horf Le 13 mars 2014 à 11:42, par Aurelia.cadren

    Mersi deoc’h evit al labour a vez kavet war al lec’hienn. Graet ’meus ul labour ouzhpenn diwar benn ar video "brezhoneg bemdez anvioù familh". Gallout a ran kas anezhañ deoc’h.

    Ken ar c’hentañ
    A galon

    Répondre à ce message

Répondre à cet article