NEVEZ ! Enrolladennoù.
Chants traditionnels en breton et français pour les enfants : fiches de chants, couverture, projet, CD et ouvrages de référence pour enseigner le chant à danser à l’école ; Diwallit, kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout an holl geleier.
Ret eo pellgargañ ar meziant digoust MUSESCORE evit selaou ar sonerezh. http://musescore.org/fr
Dañsoù evit c’hoari
Emañ Joseb en dañs ... get e viz, e zorn, e benn ...
Hanter dro
A 10 heures dans la plaine auprès d’une fontaine ... Chant à décompter.
Y a 5 marins ... Chant à décompter.
An dro / Kas a barh
Benjamin
Kas-a-barzh an amprevaned : pozioù savet gant Simon LOTOUT ha Soig LE PENNEC evit aesaat deskiñ anv an amprevaned.
Un avalig ruz ; (fichenn e peurunvan ; evit an distagadur e berton bro-Wened, kit da welet e-barzh levr kanaouennoù dastumet gant LARBOULETTE hag embannet gant DASTUM, p. 102, gant CD)
Nag un aval azasaet evit ar re vihan.
Me ’m eus un ti ; (fichenn e peurunvan ; evit an distagadur e berton bro-Wened, kit da welet e-barzh levr ar CD "Tri pichon noz, vol.2")
Fest ar c’hi hag ar c’hazh ; (fichenn e peurunvan ; evit an distagadur e berton bro-Wened, kit da welet e-barzh levr kanaouennoù dastumet gant LARBOULETTE hag embannet gant DASTUM, p. 61, CD 1 N° 23)
Ar yarig wenn
Me ’m eus ur fleüt
Merc’hedigoù
Trikot / Kejaj
N’hellan ket mui kousket
Laridenn
Boud ’z eus ur yar
Edan 10 miz e timezin
Laridé Guillac Y’encore 10 rats
Rond de St Vincent
C’est dans 10 ans ma mie (le laboureur dans un chant de fleurs) - Diwallit : azasaet eo diwar ur ridenn.
Plin
Ober ’ra glav
Ur stumm disheñvel kanet gant Silvi Lolliéric ’vez kavet war lec’hienn Dastum (enrolladenn niverenn a17061).
Tamm kreiz ar gavotenn
E koad Sant Nio
Ur golo evit liammañ ar c’hanaouennoù
Golo evit liammañ ar c’hanaouennoù :
Raktresoù :
UR RAKTRES E 2014/2015 :
Klikit amañ ! Kanañ evit lakaat da zañsal : liamm skolioù-mamm / CP
Ha klikit ase ! "Chanter pour faire danser" : Les rencontres maternelles - CP 2014/2015
UR RAKTRES E 2012/2013 :
Ur raktres e kelc’hiad 2 e 2012-2013 (ur skouer eo nemetken, savet evit kinnig an traoù d’an deskadurezh stad).
Skouer ur "flyer" evit kinnig programm kanañ ar skolidi e-pad ar fest-noz.
Daveoù implijet :
- Kanomp hardizh : levr ha pladennoù.
Ul levr krouet e 1997 gant ur strollad skolaerien, ha n’hon eus ket graet gwelloc’h abaoe, gant 51 ganaouenn, gant CDioù ouzhpenn (kanaouennoù enrollet, distagadur enrollet gant A. Boché, sonerezh ha pozioù skrivet, ur c’heriaoueg hag all...). Evit ar c’helc’hiadoù 2 ha 3 kentoc’h, mes muioc’h c’hoazh. Petra zo e-barzh ? Tonioù hengounel ha krouidigezhioù deuet da vezañ hengounel abaoe (anavezet gant kalz d’an nebeutañ).
Tonioù da selaou pe da vale, ha da zañsal ivez : Dañs tro evit ar vugale (c’hoari), An dro, Kas a barh, Hanter dro, Laridenn (8), Ridenn (6), Gavottenn, Dañs plin, Jimnaska.
M’ho peus ezhomm diouzh al levr-mañ, e c’hellit goulenn gwelet anezhañ gant Webklas pe gant an UGB.
- Kanit ’ta bugale : pladenn ha fichennoù pedagogel.
Setu ur voest gant fichennoù a ginnig 23 c’hanaouenn (sonerezh ha pozioù skrivet), embannet e 2000 gant CRDP Breizh. Ur CD zo ivez gant enrolladennoù ar c’hanaouennoù.
Boued zo evit pep kelc’hiad (1, 2 ha 3), ha tonioù da zañsal e-barzh : An dro (ha Kas a barh), Laridenn, Gavottenn, Pach pi, Tamm kreiz (bal), Polka plinn.
CD : - « Tri pichon noz, vol.2 » gant M. JAFFRE, S. LE HENANFF, J. LE SERGENT,2011.
Levr - CD :
« Chants traditionnels vannetais, collecte de Jean-Louis LARBOULETTE », DASTUM 2005.
Lec’hienn internet :
DASTUM : http://mediatheque.dastum.net/