Accueil > Kelc’hiad 3 > Lennegezh > C’hoariva evit ar skolioù gant Gwenn-Erc’h, Kabellig ruz, Super-Bleiz hag (...)

C’hoariva evit ar skolioù gant Gwenn-Erc’h, Kabellig ruz, Super-Bleiz hag all

dimanche 16 septembre 2012, par Isabelle.

Pièces de théâtre pour les écoles mettant en scène les héros des contes traditionnels parodiés ; éditions Al Liamm.

Ar gelaouenn "Al Liamm" niverenn 393 (Gouere-Eost 2012) a ginnig pezhioù c’hoari evit ar skolioù gant Paul Madec, lakaet e brezhoneg gant Bob Simon. Daou anezhe a gas ur sell disheñvel, gant fent ha luadenn, ouzh tudennoù hor c’hontadennoù mil anavezet :

- www.uweo.bzh  : "www. UrWechEoOa.bzh" ; arabat klask al lec’hienn internet : n’eus ket anezhañ c’hoazh !

Gwenn-Erc’h dibabet evel an hini vravañ gant Perrault ha Grimm o tabutal e-pad un abadenn tele diwar-benn ar c’hontadennoù. Ar c’horred o vont d’ar Macumba, an Ankoù dilabour, ar Priñs-Charmant ha Walt Disney war al leurenn ivez, betek donedigezh Kabellig ruz ha Ravolt ar briñsezed. Jeu zo war al leurenn !

- Amann ar stered  :

Diaes eo lakaat ar vugale da gousket hiziv an deiz, evit tad ha mamm. Memes gant skoazell Kabellig ruz, Super-Bleiz ha Dark Vador ouzhpenn !

7 euro ar gelaouenn ; lec’hienn Al Liamm amañ : http://www.alliamm.com/
Chomlec’h : Al Liamm - 14 straed Louzaouenn-an-hañv (rue du muguet) - 22300 LANNUON

 Muioc’h gant Gwenn-Erc’h :

Ar levr ha CD an istor zo bet embannet gant TES.

 Muioc’h gant Kabellig ruz :

Ar levr ha CD an istor zo bet embannet gant TES. Traoù all zo war WEBKLAS (skeudennoù, bammoù,...) ; amañ : http://webklas.org/spip.php?article145