Littérature jeunesse, musique et illustrations "en live", un spectacle mémorable pour petits et grands : "le père Tire-bras" en version bretonne ! Avec en plus un dossier pédagogique de 34 pages pour les écoles intéressées par le spectacle et qui souhaitent préparer l’événement.
Un arvest klok eo "An tad Sach-brec’h", diwar un danevell gant Jean-François Chabas (embannet e galleg gant Thierry Magnier) : brezhoneg, lennegezh, sonerezh, hag arzoù kaer e-barzh. Hag un teuliad pedagogel, 34 fajennad ennañ, kaset gant an arzourien d’ar skolioù a vo intereset gant an arvest : peadra da brientiñ ar skolidi araok !
An Tad Sach-Brec’h
Arvest kinniget e brezhoneg gant La famille Petitplus
Hervez « Le père Tire-bras » gant Jean-François Chabas
http://famillepetitplus.com/famillepetitplus/Accueil.html
Tri war al leurenn.
Tri, ha mouezh Ronan COADIC o tibunañ istor an tad Sach-Brec’h, euzhvil hon bugaleaj, a ranko Olier, paotr bihan, marc’hata gantañ ha gant e spontoù dezhañ, betek kontañ un istor ekologel deomp...
Saksofon Gildas LE BUHE.
Akordeoñs Régis HUIBAN.
Ha buhez fiñvus diehan skeudennoù Christelle LE GUEN war he zaol-labour, ha war ar skramm bras dirazomp.
Hag-eñ eo ret gouzout gant peseurt burzhud e c’hell ar plac’h-se lakaat kement a vuhez e skeudennoù an istor ?
Hag-eñ eo ret gouzout lenn ar sonerezh evit bezañ bammet ha souezhet gant kan binvigi an daou baotr-se ?
Hag-eñ eo ret kompren pep tra evit tañva blaz ar brezhoneg ?
Ne gav ket din.
Neuze, skolaerien ha skolidi, azezit, sellit, selaouit. Trouz ebet ! Ha setu tri c’hard eur burzhudus evit ho taoulagad, ho tiskouarn hag ho faltazi.
Pep tra zo amañ, war al leurenn...
Arzourien : LA FAMILLE PETIT PLUS
Christelle LE GUEN (Skeudennoù)
Da welet : http://famillepetitplus.com/ http://christelleleguen.com/
Régis HUIBAN (Akordeoñs)
Da welet : http://www.regishuiban.com/
Gildas LE BUHE (Saksofon)
Da welet : http://gildaslebuhe.com/ http://wipidoup.com/
Troidigezh e brezhoneg gant Corinne AR MERO
Mouezh e galleg gant Jean-Marc IMBERT
Mouezh e brezhoneg gant Ronan KOADIG
Son gant Jérôme TEURTRIE
Mont e darempred gant ar familh PETIT PLUS :
Hag un tamm video ouzhpenn amañ (mes e gwirionez eo kalz gwelloc’h c’hoazh war al leurenn, evel just !) : http://www.youtube.com/watch?v=UQ2W4r3oanQ