Accueil > Skolaj lise > Lennegezh > Kontadennoù a Vreizh hag ar bed a-bezh

Kontadennoù a Vreizh hag ar bed a-bezh

jeudi 27 décembre 2012, par Envel.

Contes de Bretagne et d’ailleurs en breton pour le collège et le lycée ; des textes téléchargeables et un site.

Al lec’hienn "An Drouizig" (http://www.drouizig.org) a ginnig levrioù brezhoneg digoust da bellgargañ : an darn vrasañ a c’heller kaout e stumm epub (dav eo pellgargañ epub reader evit lenn anezhe end-eeun war ar rouedad, pe calibre ur wezh pellgarget hag enrollet war an urzhiataer), pe c’hoazh e stumm testenn (ur stumm ha n’eo ket ken brav da lenn, met aes da vezañ adstummet gant piv a garo evit abegoù pedagogel). Reoù all a gaver e stumm pdf. Reoù zo zo implijapl gant ar skolajoù divyezhek, en o zouez testennoù diembann abaoe pell.

Al lec’hienn "Europa ar marvailhoù" a ginnig marvailhoù a Vreizh, a vro Skos, Island, Finland, Itali.

 Kontadennoù a Vreizh :


- Bilzig : Penaos Bilzig a drec’has war ar bleiz. - Pennad 7 eus al levr.

PDF - 126.9 ko
Penaos e trec’has Bilzig war ar bleiz
Kontadenn Jarlig kozh (e-barzh 7vet pennad "Bilzig" gant Fañch Al Lay)

Romant istorel Fañch-Mari al Lae o tremen e-kichen Plistin araok an Dispac’h. Un hir a destenn eo avat, met dedennus e meur a doare : evel lennadenn heuliet, studi ar yezh pe c’hoazh nemetken evit ar pennad o tezrevelliñ ur veilhadeg (pennad VII Bilzig ac’h a d’an ti-neañ). Er pennad-se e vez kontet - mod Breizh ha gant ur stil tost tre d’ar gomz - ar gontadenn bet brudet gant ar vreudeur Grimm dindan an anv Die Bremer Stadtmusikanten ha da vezañ lennet e brezhoneg e-barzh al levr Marvailhoù Grimm (An Here 1997 : Sonerien-gêr Bremen). Ar gontadenn hepken, berraet ha displeget evit ar skolioù, zo kinniget amañ.

Al levr a-bezh zo pellgargapl digoust war lec’hienn an Drouizig :
http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=149%3Alevriou-elektronek-e-brezhoneg-&catid=37%3Alizherennerezh&Itemid=56&lang=br

 Kontadennoù eus ar bed a-bezh :


- Ur wezh e oa, ar wezh ne oa ket, ur wezh e oa bepred : Kontadennoù-pobl hengounel er-maez eus Europa, o tennañ da relijionoù pe mojennoù Amerika, Afrika, Japan hag all. Troet int bet diwar ar saozneg (unan hepken diwar ar galleg) gant Gwendal Mevel e gwenedeg.

- Yaponcho, doue an avel (Hopi, Amerika)
- An den a implijas strobinelloù a-enep ar gorventenn (Eskimo, Siberia)
- Dinewan an emeu ha Goomblegubbon an outard (Noongahburrah, Aostralia)
-  Istoar Tangalimlibo (Xhosa, Suafrika)
- Penaos e oa ganet Glooskap hag e vreur Malsum ar bleiz (Algonquin, Kebek)
- Penaos e oa bet tennet splet a valis daou a louarnet get un den (Aïnu, Japan)
-  Istoar Zobeïde (Ar 1001 nozvezh) a c’heller liammañ gant programm an Istor a-fed an Islam (5vet)

http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=185%3Alevriou-elektronek-diembann-&catid=52%3Alevriou-elektronek&Itemid=74&lang=fr

 Europa ar marvailhoù :

Ul lec’hienn gant kontadennoù eus Europa, eus Breizh en o-zouez :
http://www.europeoftales.net/site/bre/index.html