Accueil > Skol-vamm > Traoù, stummoù, brasterioù > Munut, bihan, krenn, bras, pikol ! Ar mentoù gant al levr hag an dafar (...)

Munut, bihan, krenn, bras, pikol ! Ar mentoù gant al levr hag an dafar pedagogel

lundi 28 mars 2016, par Isabelle, Patrick.

Un livre et un petit poisson, pour apprendre à ranger par taille ; les documents pédagogiques accompagnant le livre.


DIWALLIT ! Dafar pedagogel pellgargapl digoust e penn izelañ ar bajenn-mañ.

Embannet gant Keit Vimp Bev ul levr savet gant PADS nevez zo :

Ur pesk munut, un albom diwar-benn ar mentoù (munut, bihan, krenn, bras, pikol) gant ar memes stummoù frazennoù dalc’hmat.

Savet eo bet an albom-mañ a-ratozh evit bugale ar skolioù-mamm. Aes eo dezhe kompren an istor. Tresadennoù bras livoù splann dezhe zo evit ar re yaouankañ.
Munudoù zo ur seurt evit ar re zo un tammig koshoc’h.

Ur pesk munut - Pads - Keit Vimp Bev - 8 €.

Un enrolladenn e stumm .mp3 a ya gant an istor-mañ. Diskargañ anezhi a c’heller diwar lec’hienn Keit Vimp Bev amañ : http://keit-vimp-bev.info/br/enr-albums

Roll an dafar pedagogel krouet gant an aozer : tikedennoù ar gerioù, ar mentoù, ar skeudennoù da urzhiañ hervez ar v/ment, mennozhioù pedagogel, testenn an istor, an tresadennoù gant ar gerioù a glot, margodennoù, enrolladenn.

DIWALLIT : E. DENEZ en deus skrivet deomp evit sachañ hon evezh war ar ger "ment" a zo benel peurliesañ ha gourel a-wechoù. Gallout a rit cheñch ar c’hemmadur hervez ho soñj.

PDF - 25.7 ko
PM gerioù
PDF - 91.3 ko
PM mentoù
PDF - 127.5 ko
PM mentoù urzhiañ
Word - 33 ko
PM pesk munut soñjoù
Word - 30.5 ko
PM testenn an istor
PDF - 82.1 ko
PM tresadennoù gerioù
PDF - 91.5 ko
PM margodennoù
MP3 - 1.4 Mo
PM pesk munut enrolladenn

OUZHPENN :

Ur pesk munut war blog Melab : "Emaomp o labourat war ul levr anvet ar pesk munut"
- http://portedemaclasse.canalblog.com/archives/2013/09/30/28123577.html
- http://portedemaclasse.canalblog.com/archives/2013/10/10/28190502.html

1 Message

Répondre à cet article