Accueil > Kelc’hiad 2 > Arzoù > Maskloù eus broioù Afrika

Maskloù eus broioù Afrika

samedi 28 décembre 2013, par Isabelle.

Masques africains : de la découverte au diaporama.

Dafar da gaout : Ret eo pellgargañ fotoioù maskloù war internet evit videobannañ. Ret eo ivez luc’heilañ 30 maskl bennak war paper A4 diwar levrioù diwar-benn maskloù eus bro Afrika (er vediaoueg). Paper A4, paper A3, kreionoù koad, barroù-livañ, livioù dour,feultroù du.

Fotoioù bras ha brav zo pellgargapl war lec’hienn ar c’hae Branly, amañ :
- Ar maskloù : http://www.quaibranly.fr/fr/collections/explorer-les-collections/parcours-thematiques/masques.html
- Afrika : http://www.quaibranly.fr/fr/collections/explorer-les-collections/afrique.html

Petra ober ? - (savet gant skolidi eus skol Gourandel BAOD e 2011).

-  Abadennoù dre gomz : deskrivañ maskloù eus broioù Afrika (maskloù videobannet ha luc’heilet)

- Abadenn tresañ : plegañ ar paper A3 e 4 zamm, dibab 4 maskl disheñvel, tresañ anezhe unan war bep tamm gant ur c’hreion koad.

- Abadenn livañ : dibab ur maskl, tresañ anezhañ bras war un tamm paper A4, livañ ar maskl hag ar foñs (dibab livioù tomm a glot gant ar pezh zo bet gwelet war ar fotoioù), lakaat da sec’hañ, adtresañ ar maskl gant ur feultr du.

- Sevel ur skritell vras en ur begañ ar follennoù kenetreze.

- Sevel un diaporama gant tresadennoù livet ar skolidi evit bannañ anezhañ e-pad arvest ar skolidi a sono taboulinoù eus bro Afrika.