Accueil > Kelc’hiad 2 > Arzoù > Skeudennaouiñ ur ganaouenn

Skeudennaouiñ ur ganaouenn

jeudi 28 février 2013, par Isabelle.

Illustrer une chanson.

Skeudennaouiñ ur ganaouenn

- Dibab ur ganaouenn gant kloubladoù. Lakaat ar skolidi da zeskiñ anezhi.
- Labourat war gompren pep koublad dre gomz gant ar skolidi.
- Sevel strolladoù : kement a strolladoù evel a goubladoù. Pep strollad a zibab ur c’houblad.
- Pep skoliad a sav un dresadenn evit skeudennaouiñ ar c’houblad dibabet.
- Evit pep koublad vo dilennet un dresadenn gant an holl skolidi.
- An tresadennoù dilennet vo staget en urzh ouzh ar voger evit kontañ istor ar ganaouenn. Gallout a reont bezañ skanet ha bannet ouzh ar voger pa gano ar vugale ar ganaouenn-se dirak ar gerent pe e-pad fest-noz ar skol.

An tresadennoù-mañ zo bet savet gant skolidi skol Gourandel Baod (CP- CE1) e 2012-2013. Ar ganaouenn dibabet zo "Fest ar c’hi hag ar c’hazh", gant 5 koublad.

Binary Data - 2.2 ko
Fest ar c’hi m
OpenDocument Text - 673.5 ko
Fest ar c’hi
PDF - 156.5 ko
Fest ar c’hi

Kanaouennoù hengounel all amañ : http://webklas.org/spip.php?article213