Accueil > Skolaj lise > Yezh dre gomz > C’hoari kartoù evit kontañ istorioù a-stroll

C’hoari kartoù evit kontañ istorioù a-stroll

samedi 29 décembre 2012, par Envel.

Utiliser des jeux de cartes pour conter des histoires en breton.


"UR WECH E OA..." zo ur c’hoari kartoù ijinet evit lakaat an dud da sevel kontadennoù. E meur a yezh eo bet embannet, e brezhoneg ’vat n’eo ket bet c’hoazh !

Ur beñveg prizius kenañ eo evit ar gelennerien a fell dezhe :
- studiañ kontadennoù
- broudañ ar gomz etre ar skolajidi en un doare-c’hoari
- lakaat ar skolajidi selaou ouzh komzoù ar re all
- ober ur seurt beilhadeg er skol
- degas an amzer dremenet strizh
- hag all...

Rankout a ra pep c’hoarier (betek 10 hervez ar reolennoù) ober ar c’honter : kontañ un istor evel kontadennoù ar vreudeur Grimm en ur gemer harp war kartoù-c’hoari "Ur wech e oa". Dezhañ da ijinout an istor betek ar fin, ar pezh n’eo ket diaes kenañ, ma ne vije ket deus ar c’hoarierien ha glask laerezh ar gaoz evit en em zizober deus o c’hartoù dezhe !

Ma n’eo ket posupl kaout ar c’hartoù brezhoneg er stalioù evit ar poent, e c’heller lenn ar reolennoù brezhoneg memestra :

PDF - 20.7 ko
Reolennoù "Ur wech e oa..."

Sellit ivez ouzh al lec’hienn-mañ a ziskouez stumm galleg ar c’hartoù (skeudennoù ha tout), ma fell deoc’h.

http://jeuxstrategie.free.fr/Il_etait_complet.php

Prest oc’h ? Aesañ tra bremañ evit gallout lakaat ho skolajidi da c’hoari vo kaout ar c’hoari e galleg evit treiñ an testennoù war ar c’hartoù e brezhoneg (hag eveldomp da skwer skannañ anezhe a-raok lakaat ar stumm brezhoneg).

Amañ dindan e vo kavet un diell (pdf pe odt) gant roll ar skridoù bet troet evit lakaat kartoù ar c’hoari e brezhoneg.

OpenDocument Text - 23.8 ko
Testennoù ar c’hartoù
PDF - 88.3 ko
Testennoù ar c’hartoù

Urzh ar c’hartoù zo hini ar fichennoù bet savet ganeomp e stumm pdf evit hon implij personel (n’hon eus ket ar gwir war ar skeudennoù...).

Plijadur deoc’h !