Accueil > Evit an holl > Emvarrekaat war ar brezhoneg > Alioù Mikael Madeg evit peurzeskiñ Brezhoneg Leon

Alioù Mikael Madeg evit peurzeskiñ Brezhoneg Leon

samedi 29 mars 2014, par Isabelle.

Brezhoneg Leon :

"Emvarrekaad war ar brezoneg : aliou ha kenteliou d’ar skolaerien o-unan da varrekaad war ar yez"

OpenDocument Text - 53.4 ko
Peurzeskiñ Brezhoneg Leon
PDF - 242 ko
Peurzeskiñ brezhoneg Leon

Kemenadenn digant M. MADEG :

" KENTELIOU DISTAGADUR BREZHONEG BRO LEON

E-pad ur goañvez a-bez’moa greet kenteliou sizunieg war an distagadur, poelladennou anezo, war ArvorikFM. Ul leor ganen “Traité de prononciation du Breton du nord-ouest” ‘zo bet embannet ive, bloaz bennak’zo. Bremañ e teuan da ginnig deoc’h, a-douez ar goañveziad kentelia-se, ur sedead kenteliou, hag an testennou e lennen diwarno da heul : pemzeg kentel etre toud. Tro da bleustri poentou penna distagadur ar yez. Frêz kenañ eo ar sedead, greet m’eo bet gant tud a vicher. Ne vo kavet ar henteliou-se da brena nemed dre lizer diganen. Degasit ur jekenn a zeg euro war va ano, ha dre lizer e resevoh pep tra :
Mikael Madeg Kêredol 29800 St Tounan
www.mikaelmadeg.fr
Moyen’zo deoh kemenn ar hinnig-mañ da dud all a anavezit ha, da genta penn d’ar vrezonegerien a vicher, evel just. Trugarez en araog."