Accueil > Kelc’hiad 2 > Bezañ skoliad ha keodedour > Degemer ar re vras e CP

Degemer ar re vras e CP

dimanche 22 juin 2014, par Isabelle.

L’accueil des grandes sections en CP bilingue.

Gouzout penaos e tro skol ar re vras araok an distro-skol, setu ar pep pouezusañ evit kalz a skolidi ha kalz a c’herent ivez !

Setu ur programm evit hen ober :
- Miz C’hwevrer : emvod gant kerent ar re vras evit displegañ dezhe ar programm degemer.
- Miz Meurzh : un eurvezh e-barzh klas ar CP evit anavezout ar vestr(ez), ar c’hlas, kanañ asambles, ha dizoleiñ ur benveg seniñ.
- Miz Mae : ur mintinvezh e CP evit dizoleiñ ar skol a-bezh, kanañ asambles ha dizoleiñ benvegoù seniñ (bugale ar CE CM a zo sonerien, a son un ton pep hini dirak ar re yaouankañ).
- Miz Mezheven, un devezh evit gwir e CP : labourat evel e CP er beure, gant skoazell ar re vrasañ (sellit ouzh ar fichenn roet d’ar skolidi da heul) ; dizoleiñ benvegoù seniñ ar bagad, gant sonerien ar bagad o tont er skol ha goude c’hoari e brezhoneg er c’hlas, en abardaezh.

Berzh zo bet gant ar programm-se, laouen ar re vras evel ar re vrasañ hag o c’herent. Ha berzh zo bet e-keñver an enskrivadurioù ivez : ar skolidi o deus paouezet gant ar brezhoneg etre ar skol-vamm hag ar CP zo deuet da vezañ izel-tre.

Evit gouzout muioc’h ha resisoc’h : LES MATERNELLES BILINGUES EN CP.

PDF - 179.8 ko
Ma devezh kentañ e CP
OpenDocument Text - 593.9 ko
Ma devezh kentañ e CP