Accueil > Kelc’hiad 2 > Yezhadur > Benel ha gourel

Benel ha gourel

dimanche 14 octobre 2012, par Isabelle.

Le masculin et le féminin. Diwallit  : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout pep tra : skritelloù, fichennoù enklask, videoioù.

 Gourel ha benel : aesoc’h eo kregiñ en ur ganañ

"Heitou", kanaouenn gentañ pladenn Mona Jaouen (15 euro) : "ur yar hag ur c’hilhog, div yar ha daou gilhog, ..." An niveroù hag al loened, stumm gourel ha benel, ...aesoc’h eo en ur ganañ.

Pozioù ha troidigezh ar ganaouenn war lec’hienn Mona Jaouen, amañ :

http://www.mona-jaouen.net/heitou.html

 Skritelloù


- Ur skritell evit diforc’hañ en deus/he deus, gantañ/ganti, ha skoazellañ ar gomz hag ar skrid.

- Ur framm A3 evit klask gant ar skolidi gerioù da renkañ ha dizoleiñ ez eus traoù benel e galleg ha gourel e brezhoneg (klas/classe, karr/voiture, ti/maison...) pe ar c’hontrol (bag/bateau...). Kelc’hiañ ar gerioù-se ha liammañ anezhe war an daolenn.

OpenDocument Text - 10.6 ko
CE1 gourel benel taolenn
PDF - 30.3 ko
CE1 gourel benel taolenn
PDF - 81.4 ko
en deus he deus gantañ ganti
OpenDocument Text - 332 ko
en deus he deus gantañ ganti

 Enklask : al loened e stumm gourel pe benel


- 2 boelladenn evit dizoleiñ stummoù disheñvel al loened e brezhoneg (gourel ha benel), gant skoazell c’hoari memor al loened embannet gant TES ha pellgargapl digoust war al lec’hienn. Tresadennoù gant Malo Le Menn. Amañ : http://www.cndp.fr/crdp-rennes/crdp/services/tes/
Hent : dornlevrioù => dizoleiñ ar bed => dizoleiñ ar bed => dafar ouzhpenn => ar plankennoù

OpenDocument Text - 81.2 ko
Gourel benel al loened TES
PDF - 72.5 ko
Gourel benel al loened TES

 Gourel benel : daou video


Hag evit mont pelloc’h, implijit ar videoioù tennet eus DVD "Brezhoneg bemdez" gant Lionel Buannic.

- Video niverenn 31. Ar sifroù (K.2/3)

- Video niverenn 32. Gourel/Gwregel (K.2/3)

Petra zo en DVD-se ? Amañ : http://webklas.org/spip.php?article155

Pelec’h kavout an DVD-se ? Amañ : http://www.brezhoweb.com/D%C3%A9tails-actualit%C3%A9s/items/brezhoneg-bemdez-le-dvd-.html