Des livres et vidéos pour apprendre les nombres. Une sélection de Patrick BECHARD.
ISTORIOÙ
1, 2, 3 Toupig, Anne Salaün, KVB :
lodennañ an niver 10,
kontañ eus 1 da 10,
ur/unan.
10 bleiz Bihan, Boutry - Pallaro, Beluga : http://www.beluga-jeunesse.com/
lodennañ an niver 10,
kementadoù ha diskontañ eus 10 da 1,
ur/unan.
Le livre de Ruth BROWN et sa mise en video...
Dek greunenn vihan, Ruth Brown, Ti Embann ar Skolioù : TES
kementadoù ha diskontañ eus 10 da 1.
1 nebeutoc’h,
ur/unan, 2, 3, 4 gwregel.
An dekvet ui, Pog - Jorfe, KVB :
an niveroù pedvediñ betek 10
27 pesk, Pads, KVB :
lodennañ an niver 4 (doare Brissaud)
Hag ur video amañ :
Ar viskoulenn a rae toulloù e pep tra, Eric Carle, Ti Embann ar Skolioù : TES
kementadoù eus 1 da 10,
1 muioc’h,
ur/unan, 2, 3, 4 gourel ha gwregel.
Istorioù all evit plediñ gant an niveroù mod-pe-vod :
Ar mell irvinenn (Sav-Heol), Biwig (TES), Tri femoc’h bihan (TES) …
RIMADELLOÙ
Ruz-tan ha Melen-aour, Gaël Coadic, Ti Embann ar Skolioù : TES
kontañ eus 1 da 10,
diskontañ eus 10 da 1.
Ar brammoù, Erwan Hupel, Ti Embann ar Skolioù : TES
kementadoù eus 1 da 12 gant dafar ouzhpenn da bellgargañ.
ur/unan.
Levrioù all gant rimadelloù zo a sell ouzh an niveroù :
1, 2, 3, rimadelloù a ri ! (TES) gant dafar ouzhpenn da bellgargañ, Ar familh Ugent – Niveriñ ha rimadelloù (TES), Enora (TES) … TES
ALBOMOÙ DA LIVACHAÑ
Spot o teskiñ kontañ, Eric Hill, An Here :
kementadoù eus 1 da 12,
ur/unan, 2, 3, 4 gourel ha gwregel.
Mignoned Moutig Spot, Kemener - Ganlor, Skol Vreizh :
Ul lizherenneg da livachañ gant niveroù skrivet eus 1 da 25.
SKEUDENNAOUEGOÙ
Levr bras Spot, Eric Hill, An Here :
4 fajenn gant kementadoù eus 1 da 10, ur/unan, 2, 3, 4 gourel ha gwregel.
Geriadurig ma c’hlas, Lebeau - Quentin, Ti Embann ar Skolioù : TES
2 bajenn gant kementadoù mod domino eus 1 da 20 ha degadoù skrivet eus 0 da 100.
Les 1000 premiers mots en breton, Amery - Cartwright - Kergoat, Skol an Emsav :
ur bajenn gant kementadoù eus 1 da 20 a-regennoù.
Premier imagier Français-Breton, Piccolia :
un daolenn war 2 bajenn gant kementadoù eus 1 da 20, niveroù skrivet eus 21 da 29,
ha degadoù eus 30 da 100.
ALBOMOÙ E GALLEG
L’école des loisirs paneveken :
Compter (livre à) / Chiffres
https://www.ecoledesloisirs.fr/theme/livre-a-compter-chiffres