Accueil > Skol-vamm > Yezh skrivet > Rod al lizherennoù e brezhoneg

Rod al lizherennoù e brezhoneg

jeudi 5 mai 2016, par Isabelle.

La roue des lettres en breton.

 Er programmoù

Référence aux programmes 2015  : Ce qui est attendu des enfants en fin d’école maternelle :
- Reconnaître les lettres de l’alphabet et connaître les correspondances entre les trois manières de les écrire : cursive, script, capitales d’imprimerie.

 Rodoù al lizherennoù e brezhoneg


Kemenadenn digant Patrick :
"Brav rod al lizherenneg. Koachet lizherennoù ar rod gant ar stagelloù ’vat. Diaesoc’h kas ur prantadig gwiriekaat da benn. Ur fichennaoueg gant rodoù zo ganit tu bennak ?"

Setu neuze ur respont a c’hello servij d’an holl :
Ar rodoù e galleg a vez kavet e-leizh war ar rouedad. Pep hini a c’hello ober e zibab dezhañ.
Setu ur stumm e brezhoneg. X ha Q zo aet da bourmen, kit da c’houzout perak, ’ta ! Hag evit difaziañ al lizherennoù mesket : ar vogalennoù e penn kentañ, hag ar c’hensonennoù pep eil tro da c’houde. Setu evit aesaat an difaziañ.

Mes kit da cheñch pep tra a faota deoc’h gant an diell stumm odg (LibreOffice).

OpenDocument Graphics - 17.8 ko
Rod al lizherennoù
PDF - 47.8 ko
Rod al lizherennoù

 Rod al lizherennoù e klas Virginie

Gallout a rit lakaat ar fichennoù paper er boubellenn : setu stagelloù Virginie !
Ur rod, stagelloù gant al lizherennoù warne (skritur bras, bihan pe liammet), ul lizherenneg gant an tri skritur evit skoazellañ, ha setu ur stal-labour efedus e-lec’h implijout fichenn-mañ-fichenn.

Ar rod hag ar stagelloù, al lizherennoù warne :

Al lizherenneg-skoazell :