Accueil > Kelc’hiad 2 > Yezh : Geriaoueg > Geriaoueg e CP CE1 (CE2)

Geriaoueg e CP CE1 (CE2)

mardi 21 août 2018, par Isabelle.

Vocabulaire en CP CE1 : extension du lexique, mots de sens opposés, synonymes, familles de mots.

 Al levr :

NEVEZ e 2018 2019 ! Al levr peurechuet (90 pajenn)

PDF - 5 Mo
geriaoueg CP CE 2018 2019
OpenDocument Text - 16.1 Mo
geriaoueg CP CE 2018 2019

Evit ledanaat ar c’heriaoueg, implijout gerioù enepster, heñvelster, dizoleiñ ar familhoù gerioù hag urzh ar geriadur.
Ur stumm odt Libreoffice : mod-se e c’hellit cheñch pep tra e-barzh hervez ho soñj. Soñjit pellgargañ ar skriturioù (polices de caractères) a vank deoc’h : cursive standard...

Petra zo e-barzh ?

- Skritelloù evit kregiñ ganti.

- C’hoarioù ha kartoù evit dizoleiñ, pleustriñ, skoazellañ e-pad ar poelladennoù.

- Poelladennoù evit pleustriñ.

- Kentelioù evit stabilaat an deskiñ, memoriñ.

- Priziadennoù.

 Ar videoioù :

Evit mont pelloc’h pe reiñ lañs pe adwelet...

- E brezhoneg :
Sevel gerioù enepster gant "dis-" : Evit reiñ lañs d’ar gentel, implijit ar video tennet eus "Brezhoneg bemdez" gant Lionel Buannic (Video 13. Gerioù enepster gant "dis-", K.2/3).
Petra zo en DVD-se ? Klikit amañ.
Pelec’h kavout an DVD-se ? Gant BreizhVOD e stumm DVD pe pellgargapl war-eeun : klikit amañ.

- E galleg :
Les fondamentaux - Vocabulaire : Klikit amañ.
Evit ar c’helc’hiad 3 d’an aliesañ, mes pep hini a c’hello mont d’ober e varc’had e-barzh. Ha posupl eo dibab un tamm eus pep filmig nemetken hervez e live klas.

 Ar c’hoarioù kartoñs :

Evit memoriñ pe adwelet.
- Kartoù-luc’hed : re ar c’hoarioù loto ha domino hag all embannet gant TES : ar frouezh hag al legumaj, ar boued, an anvioù-gwan, ar verboù, ...

 Ar c’hoarioù ouzh an urzhiataer :

Evit memoriñ pe adwelet.

Soñjit lakaat 2 selaouer evit pep urzhiataer ! (gant un "doubleur son prise jack 3.5 mm" : s.o. ar foto).
Ar c’hoarioù embannet gant TES, pellgargapl pe en linenn evit reoù ’zo.
- Ar penn, an dorn, ar c’horf
- An niveroù, an niveroù benel ha gourel
- An anvioù-gwan
- An anvioù-gwan enepster
- Ar verboù