Accueil > Skol-vamm > Sevel an niver hag ar c’hementad > An niveroù - niveriñ er skol-vamm

An niveroù - niveriñ er skol-vamm

vendredi 1er juillet 2016, par Isabelle, Patrick.

Apprendre à compter et dénombrer : la numération en breton et en français en maternelle avec des cartes, des jeux de cartes -uno, bataille-, des albums jeunesse, des jouets aux coins jeux, l’ordinateur...

Niveriñ gant stouvoù : klikit amañ.

Niveriñ gant albomoù hag ur video : klikit amañ.

 Niveroù adalek 1 betek 5

 Niveroù adalek 1 betek 10


- Ur fichenn-skoazell adalek 1 betek 10.
- Kartoù da lakaat en urzh, pe da vezañ implijet evel kartoù-luc’hed, adalek 1 betek 10.
- Skritelloù adalek 1 betek 10 gant Patrick Béchard.

OpenDocument Text - 16.5 ko
niveroù 1 => 10 fichenn skoazell
PDF - 33.1 ko
niveroù 1 => 10 fichenn skoazell
OpenDocument Text - 13.9 ko
niveroù 1 => 10 kartoù
PDF - 32.4 ko
niveroù 1 => 10 kartoù
PDF - 163 ko
adalek 1 betek 10 skritelloù

 Priziañ war an niveriñ

- Taolenn hiniennel implijabl a-hed ar bloavezh evit merkañ araokadennoù ar skolidi, (priziañ gant ar c’hartoù kinniget amañ, pe dafar all). Evit niveriñ e galleg, e brezhoneg, hag e saozneg un tamm.

OpenDocument Text - 18.4 ko
priziañ an niveriñ taolenn hiniennel
PDF - 72.5 ko
priziañ an niveriñ taolenn hiniennel

 An niveroù benel ha gourel


- Ur skritell evit pleustriñ war an niveroù benel ha gourel adalek 1 betek 5, gant P. BECHARD.

OpenDocument Text - 12.4 ko
niveroù benel ha gourel skritell
PDF - 32.2 ko
niveroù benel ha gourel skritell


- Ur ganaouenn gant Mona Jaouenn : an niveroù benel ha gourel : "Heitou", kanaouenn gentañ ar bladenn (15 euro) : "ur yar hag ur c’hilhog, div yar ha daou gilhog, ..." An niveroù hag al loened, stumm gourel ha benel, ...aesoc’h eo en ur ganañ. Pozioù ha troidigezh ar ganaouenn war lec’hienn Mona Jaouen, amañ : http://www.mona-jaouen.net/heitou.html

- Skritell an niveroù gourel ha benel gant Tudi ha Ninnog (TES).

OpenDocument Text - 247.7 ko
siffroù benel gourel
PDF - 64.1 ko
siffroù benel gourel

 C’hoarioù evit niveriñ


- C’hoari UNO / Kement ha kement
- Ur fichenn savet gant P. BECHARD ; setu displegadennoù savet gantañ : "Setu ur follenn am eus savet evit aesaat deskiñ ar c’hoari UNO daou-ha-daou d’ar re vras war un daol. Da vrasaat ha da embann war ur follenn A3. C’hoari KEMENT-HA-KEMENT a ran anezhañ er sal-klas."
Klikit war ar skeudenn a-zehoù evit brasaat hag enrollañ anezhi.

PNG - 5.1 ko
UNO kement ha kement

Displegadenn evit ar c’hoari kement-ha-kement :
- 2 vugel
- n’eus forzh peseurt kartoù c’hoari : ar c’hementad skeudennaouet hag an niver a gartoù diouzh oad ar vugale,
- ar pal : dastum an holl gartoù,
- pep hini a zistro ur gartenn er memes koulz rik war ar bladenn A3.
Pe’n em gav 2 gartenn gant kement a draoù treset warne asambles war ar bladenn, ur bugel en deus da lâret "Kement-ha-kement !" a-raok egile hag e c’hall pakañ e gartoù ha lakaat anezhe dindan e verniad.

- C’hoari 54 c’hartenn : an emgann

- Ur skeudenn tennet eus Wikimedia commons. Klikit war ar skeudenn a-zehoù evit brasaat hag enrollañ anezhi.
- Ur fichenn skoazell evit ar c’hoari emgann (evit ar re vras) kinniget gant ILN.
- Ur framm savet gant P. BECHARD evit c’hoari an emgann (memes mod evel evit choari Uno).

PNG - 28.6 ko
EMGANN muioc’h nebeutoc’h
PDF - 216.8 ko
c’hoari emgann
PNG - 241.9 ko
54 c’hartenn

 Ar c’horn-keginañ evit deskiñ niveriñ ...

Evit deskiñ niveriñ ha komz brezhoneg er c’horn-kegin, pellgargit an hentenn "Ar c’horn keginañ" embannet gant TES : https://www.reseau-canope.fr/tes/
Goulennet eo bet pelec’h kavout ar boued plastik az a gant an hentenn.
- Dafar a zo gwerzhet gant "MAJUSCULE" c’hoazh.
- Gant "Pichon" ’vez kavet ivez : Amañ : http://www.pichon.fr/catalogue-listeproduits.php?pIdParent=11242
Marteze ez eus stalioù all ; kasit ar c’heloù ma kavit.
Ret eo dibab an dafar STUMM BIHAN, mod-all ne vo ket bras awalc’h an asiedoù. Ret eo koumanantiñ meur a sac’had evit kaout ar c’hementad a-feson.

Kalz a c’hoarioù loto ha kartoù a bep seurt zo ivez el levr-mañ evit deskiñ niveriñ gant ar re vihan hag ar re grenn.

OUZHPENN :

Ar c’horn keginañ hag al loto war blog Melab :
- "Ar c’horn-keginañ : Nous faisons des petits jeux de rôles pour apprendre à utliser le matériel du livre ar c’horn-keginañ : il faut mettre la table pour 1, 2, 3, 4 personnes puis servir 3 carottes, 2 courgettes, etc dans chaque assiette."
http://portedemaclasse.canalblog.com/archives/2013/10/01/28123706.html
- "Loto ar sifroù hag al livioù" :
http://portedemaclasse.canalblog.com/archives/2012/09/29/25208672.html

 An niveroù gant an urzhiataer


- MINISEBRAN
Minisebran, evit deskiñ an niveroù er skol-vamm. Selaouer ret ! Evit selaou hag adlâr an niveroù
- Pellgargañ ar meziant e lec’hienn an drouizig amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=68%3Aminisebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br
- Digeriñ "minisebran", digeriñ "bin" ha klikañ war "minisebran"(skeudenn ar vleunienn) evit staliañ an traoù.
- Klikañ war "alt fonction F2" evit dibab ar yezh : saozneg, brezhoneg hag all.


- C’hoarioù memor evit ar re vras :
An niveroù adalek 1 betek 12, stumm benel pe gourel, gant daou c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : https://www.reseau-canope.fr/tes/ Evit kavout anezhe : "memor". Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren.

Documents joints