Un album pour commencer à calculer et situer les objets dans l’espace (vocabulaire topologique)
27 PESK gant PADS - Keit Vimp Bev
Un albom evit komañs deskiñ ranniñ niveroù ha deskiñ gerioù a-ziàr ar spas.
Tachennoù kelenn pennañ :
an niveroù ;
yezh dre gomz ;
Sellit amañ fichennaouegoù da voulliñ ha da zidroc’hiñ evit sevel kinkladuroù (gwenn ha du da liviñ) ha c’hoari get pesked (gwenn ha du da liviñ, pe livet). Enrolladenn an istoar a vez kavet e lec’hienn Keit Vimp Bev amañ : http://www.keit-vimp-bev.info/br/enr-albums.
Evit ar c’hinkladurioù e c’hallit lakaat ar skolidi goshañ da sellet douzh an albom, d’o liviñ , ha d’o fegiñ a bep tu war follennoù karton. Un den bras a c’hall lemel an takad uhelañ, (lodenn ar mor en albom) get ur gizell. Sellet mat douzh ar porteledoù evit gwelet penaos kempenn pep tra.
C’hoari get an albom-se a c’hall sikour ar skolidi da ranniñ an niver 4 e meur a feson (4 ha 0, 3 ha 1, 2 ha 2, 1 ha 3, 0 ha 4). Moaiand a vo dezhe labourat get an albom hag an dafar da geñver ur prantad labour a-ziàr an niver 4 (sellet douzh ar levroù Accès Editions - Vers les Maths : Moyenne Section, prantad 2, ha Grande Section, prantad 1).
Kinnigoù evit monet àr-raok :
I Komañs lenn an albom.
II Kinkliñ pep tra tamm-ha-tamm ha lenn pajennoù arall tamm-ha-tamm :
lakaat ar skolidi da voulliñ, da liviñ, da begiñ ar pesked hag ar c’hinkladurioù ;
aoziñ ur c’horn-c’hoari get an dafar (àr un tapis, àr un daol ... ?) ;
lenn pajennoù arall ag an albom.
III komañs c’hoari get ar c’hinkladurioù hag ar pesked kentañ :
c’hoari a ra an den bras gant ar skolidi atav ;
tamm-ha-tamm e vo laoket ar skolidi da c’hoari en o c’hunan ;
labourat get ar levroù Accès ;
lenn ha lenn an albom en-dro (lakaat ar skolidi da achuiñ ho frazennoù) ;
lakaat ar re vrasañ da lenn an albom daou-ha-daou dirak ar re yaouankañ.
IV Priziiñ e meur a feson, hervez aezamant pep skoliad :
unan-ha-unan get an c’hoari (poltredoù e kaier ar skoliad) ;
àr baper get tikedennoù ar pesked (pegiñ pesked ha niveroù a-barzh un daolenn 2 golonenn dezhi) ;
àr baper get ar fichennoù 36 ha 36 ag fichennaoueg « Loenigoù war hent an Niveroù » (I. Le Nabat - E. Kervoas – T.E.S) ;
filmiñ abadennoù lenn ar re vras hag o diskoueziñ dezhe pe d’o familhoù.