Accueil > Evit an holl > Muioc’h a vrezhoneg er c’hlas > Traoù bihan-bihan evit kas ar brezhoneg war-raok er c’hlas

Traoù bihan-bihan evit kas ar brezhoneg war-raok er c’hlas

lundi 29 octobre 2018, par Isabelle, Patrick.

Postures verbales et corporelles de l’enseignant pour faire formuler les élèves en breton.

Traoù bihan-bihan... ya, mes pouezus-tre memestra !

PDF - 152.9 ko
traoùigoù Patrick

Setu ur gemennadenn gant Patrick. Klokaet vo tamm-ha-tamm gant pep hini a fello dezhañ hen ober.

"Kuzulioù diwar-benn tout an traoù bihan-bihan zo moaien d’ober evit kas ar brezhoneg war-raok er c’hlasoù. Marteze e vefe bouetet ar bajennad tamm-ha-tamm gant skolaerien deuet da beuriñ."

Tresadennoù gant Malo ar Menn, TES.

 1. Kregiñ gant dibenn ar frazenn evit ouzhpennañ

Evit lakaat ar vugale da adlâret ur frazenn hir pe hiroc’h e c’hall bout efedusoc’h kregiñ da lakaat anezhe da adlâret fin ar frazenn da gentañ ha hiraat anezhi tamm-ha-tamm :

Da skouer : Me fell din kemer ur feltrenn ruz.

"... ur feltrenn ruz."
"... kemer ur feltrenn ruz."
"Me fell din kemer ur feltrenn ruz."

(Setu un dra m’eus desket nevez zo hag am bije bet c’hoant da c’hoût pell pell zo !)


 2. Plas an anv e-mesk an niveroù

2) Evit labourat war plas an anv e-mesk an niveroù :

Da geñver al lidoù e vez goulennet ganin pe gant ur skoliad :
"Pet bugel warn-ugent zo deuet d’ar skol hiriv ?"

ha n’eo ket :

"Pet krouadur zo deuet d’ar skol hiriv ?"

Aesoc’h e vo d’ar vugale respont :
"Tri bugel warn-ugent zo deuet d’ar skol hiriv."


 3. Resisaat an anv

3) Pa respont ur bugel :
"3 zo e-barzh ar voest." (n’eo ket bet lâret gantañ petra zo.)
e eilgerian :
"3 c’harotenn zo e-barzh ar voest." (choazet ganin un anv dic’hortoz)

c’hoarzh a vez ha buan e vez klokaet e frazenn gantañ :
"3 c’hreion zo e-barzh ar voest."


 4. Jestroù evit lakaat da ouzhpennañ

4) Evit lakaat ar vugale da hiraat o frazennoù :
Alies e ran jestroù resis pa vez savet ur goulenn ganin ha kenderc’hel a ran d’ober jestroù pa vez ar bugel o respont,
kement-mañ evit lakaat anezhañ da gompren pelec’h e vez lakaet titour nevez ar respont ha petra ne cheñch ket.

kod : O = troiñ ar biz dizehan ; X = stlakadenn bizied

Mestr : "Gant piv eo bet taolet ar podad peg ?"
OOOO X OOOOOOOOOOOOOOOOOOOOO

Bugel : "Gant yann eo bet taolet ar podad peg."
OOOO X OOOOOOOOOOOOOOOOOOOOO

Evit ar re yaouankañ hag ar skolidi nevez e vez respontet asambles gante,
evit ar re all ne vez ket kement a sikour, anat deoc’h !


 5. Respont d’ar goulenn "Petra az teus graet ?"

Evit ar re yaouankañ e kavan diaes lakaat anezhe da respont da goulennoù zo.

Evit ar goulenn
"Petra az teus graet ?" e respontomp alies gant ar stumm
"Debret am eus kig-moc’h." er vuhez bemdez.

Da lâret eo : anv-gwan-verb + am eus + renadenn-dra.
Re zisheñvel stumm ar respont.

Se zo kaoz e klaskan lakaat ar vugale da respont evel-se :
"Debriñ kig-moc’h am eus graet" ha pa vefe pompadus.


 6. Glas ha gwer :

Skolidi zo n’int ket evit kompren e vefe lâret "glas" evit ar plant.
Abalamour da se e ran alies gant "glas" ha diouzhtu da heul gant "glas-gwer" (/glâz-gwér/) peotramant "glaswer" (/glâzwér/).
"Peseurt liv eo ar gorzenn ? Glas eo, glaswer eo ar blantenn."
Kement-mañ evit deskiñ dezhe ober gant glas hepken pa vint koshoc’h.


 7. Eil :


Merzet am boa e oa diaes da lod kompren ha kaout soñj deus ar poz pedvediñ "eil".

Abalamour da se e ran gant ar poz rannyezhel "daouvet" hag a-wechoù e ran gant "eil" diouzhtu da heul, peotramant gant "eilvet" (ur poz rannyezhel all).


 8. Memoriñ a-drugarez da drouzadelloù, gerioù babig pe jestroù

Lakaat trouzadelloù pe gerioù babig ha jestroù da vont gant frazennoù berr zo talvoudus. Merzhet em eus e veze komprenet, memoret ha lâret buanoc’h frazennoù pemdez gant ar skolidi ma vefe ur ger babig pe un drouzadell bennaket da vont gante. Gwelloc’h c’hoazh ma vez ur jestr resis ouzhpenn.

Sellit amañ ul listennad ! Deoc’h da glokaat pe da gemm anezhi diouzh hoc’h ezhommoù :

OpenDocument Text - 19.1 ko
memoriñ traoù bihan

Memoriñ a-drugarez da drouzadelloù, gerioù babig pe jestroù :

SKUB-SKUB skubellenn ! (an dorn a seblant bout o skubellañ)
MENAM-MENAM ! Mat eo ar boued ! (an dorn o skoiñ gant ar c’hof)
MOUCH-MOUCH ! Mouchit ho taoulagad ! (an daouarn douzh an daoulagad)
PADADAO ! Kouezhet eo ! (jestr gant an daouarn)
KRIK-KRAK ! Tro an alc’hwez !
HOPOPOP ! Mall eo ... (ober van da douch e vontr)
HAÑ-HAÑ ! Trist on ! (an dorn serr o troiñ e korn ul lagad)
PLIK-PLOK ! Glav a ra ! (an daou viz yod o vukañ d’an douar a bep eil)
OC’HOLO ! Diwallit kar dañjerus eo ! (hejañ e viz)
AIAOU-AIAOU ! Droug am eus bet ! (derc’hel ul lodenn deus e gorf)
TIO-TIO ! Selaouit an evn ! (ar biz-meud hag ar biz-yod evel ur pigos o tigoriñ hag o serriñ, an dorn all a-dreñv ar skouarn)
VRAOM-VRAOM ! Selaouit ar c’hamion ! (an dorn oc’h ober van da zerc’hel un oto vihan, an dorn all a-dreñv ar skouarn)
PLAP-PLAP-PLAP ! Re a drouz a zo ! (an dorn evel ur pigos o tigoriñ hag o serriñ)
CHIK-CHIK ! Trouz ebet ! (ar biz-yod douzh e veg)
DIRLINK-DIRLINK ! Mall eo komañs gant ar labour ! (gant ur c’hloc’hig e korn an tapis)
STLAK-STLAK ! Mall eo monet da azeziñ !


 9. Gerioù treuzwelus

Talvoudus eo lâret gerioù aes da gompren ("treuzwelus") en e frazennoù pa c’heller, kement hag aesaat ar c’hompren. Setu un nebeud skouerioù.

Pa vez kontet istorioù : Blev alaouret hag an tri ourz ...
Evit an urzhioù pemdez : Komañsit bugale ! ...
Evit displegañ al labour : komparajiñ ...

Ar gerioù all (arzh, kregiñ, keñveriañ) a vefe desket diwezhatoc’h.


 Diechu

"Moarvat zo kalz skouerioù c’hoazh ba ma sac’h ha kalz muioc’h ba seier ar skolaerien all !"

1 Message

Répondre à cet article