Accueil > Skol-vamm > Yezh dre gomz > Krennlavarioù ha troiennoù

Krennlavarioù ha troiennoù

dimanche 25 novembre 2018, par Isabelle.

Ur roll rimadelloù, krennlavarioù ha troiennoù a c’heller ober gante war ar pemdez er skol-vamm.

PDF - 82.2 ko
troiennoù

Plantañ troiennoù a bep seurt zo talvoudus evit ma vefe disac’het muioc’h a vrezhoneg gant ar skolidi a-hed an deiz.
Setu amañ ur fichennaoueg gant degouezhioù a c’hoarvez alies er skol-vamm gant un droienn bennaket da heul. Tamm-ha-tamm e c’hall ar skolidi memoriñ anezhe, hag alies e vez trawalc’h lâret ar ger ketañ evit klevet pep tra gante diouzhtu.
Pouezus eo pleustriñ meur a vloavezh evit dont a-benn ’vat. E-se eo mat en em glevet gant ur c’helenner divyezhek all (ma vez ouzhpenn unan er skol-vamm), evit ma rafe kement-all ivez. Talvoudus e vefe ober gant lod er skol gentañ c’hoazh ha kavout reoù nevez.

Ne vefe ket fall d’an nen skritellañ ar follenn tu bennaket er sal-klas, kement ha bout broudet d’ober gante ha deskiñ anezhe dre ’n eñvor ivez.

Patrick


Pa vez re a drouz, pa vez bet betisoù meur a wech :
Re zo re !

Pa vez fardet boued, pa vez un dra tomm-tomm :
Tan, tan, bubu tan ! Krog an tan e Kergonan.

Pa vez ur bugel fri-furch betek re :
Tec’h, tec’h, tec’h ! (/téx/)
N’eo ket amañ ’mañ da lec’h. (/lèx/)
pe c’hoazh : N’eo ket da batatez !

Pa vez bet dizemglev, sach-blev peotramant taolioù evit disoc’hiñ ganti :
Mignoned omp, Chomomp pa ’h omp.
(en ur stardañ e zorn an eil d’egile)

Pa vez bet klevet ur bramm :
Pif, paf, pouf ! Ma revr zo distouf.

Pa vez dibasiant ar vugale :
Tamm-ha-tamm E vez graet e vragoù da Yann.

Pa ne vezont ket evit gortoz o zro, peotramant pa vez klasket sevel traoù re vuan :
Pep unan d’e dro Hag ar vilin a dro.

Pa vez taolet ur vell d’ur vandennad er sal-sport, war ar porzh-skol :
Skrip-skrap ! An hini a dap a dap !

Un dra kuzhet a-dreñv e gein d’an den gour :
Gutu, gutu Mari Wilhoù ! E peseurt dorn emañ ma spilhoù ? Pe en dorn kleiz, pe en dorn dehoù ? (lakaat an dra kuzhet e-lec’h spilhoù marteze)

Pa vez bet ur bugel o staotaat hag eo bet tapet ar c’hoariell a oa gantañ :
An hini a ya da vale A goll e blas hep dale.

Pa ya ar c’hlasad da vale :
Ur c’hilometrad war droad a uz, a uz, Ur c’hilometrad war droad a uz ma botoù-koad !

DEOC’H DA GLOKAAT AR ROLL-MAÑ BREMAÑ !