Accueil > Evit an holl > Multimedia e brezhoneg > Urzhiataerezh e brezhoneg evit ar skol

Urzhiataerezh e brezhoneg evit ar skol

samedi 16 mai 2015, par Isabelle.

Les logiciels en breton pour la classe et des documents d’accompagnement présentés par cycles, de la petite section au CM2.

 Skol-vamm

- Gcompris - digoust dindan linux ; un tamm digoust dindan windows ; 20 euro ar meziant klok dindan windows -


Un diell evit heuliañ oberiantizoù ar skolidi gant Gcompris : Evit ar re vras : ur golonenn leuniet gant ar skoliad e-unan, ha kolonenn ar barregezhioù leuniet gant ar skolaer. Evit ar re vihan ha krenn : pep tra leuniet gant ar skolaer. Ha digoust eo evit un endro linux. Mont a ra an dielloù-mañ gant meziant dieub Bruno Coudoin (liesyezhek : brezhoneg, galleg, saozneg...) pellgargapl amañ : http://gcompris.net/-br-

An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

OpenDocument Text - 518.6 ko
Gcompris PS MS divyezhek
PDF - 211.6 ko
Gcompris PS MS divyezhek
OpenDocument Text - 1 Mo
Gcompris GS divyezhek
PDF - 358.7 ko
Gcompris GS divyezhek

- Minisebran -DIGOUST-


Minisebran, evit deskiñ al livioù, al lizherennoù, an niveroù, lec’hiañ lizherennoù ar c’hlavier hag all er skol-vamm. Selaouer ret ! Pellgargañ ar meziant e lec’hienn an drouizig amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=68%3Aminisebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br Digeriñ "minisebran", digeriñ "bin" ha klikañ war "minisebran"(skeudenn ar vleunienn) evit staliañ an traoù. Klikañ war "alt fonction F2" evit dibab ar yezh : saozneg, brezhoneg hag all.

- C’hoarioù memor evit ar re vras - DIGOUST -


- Ar penn, an dorn, ar c’horf, an niveroù, an niveroù benel ha gourel, gant pemp c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : http://www.reseau-canope.fr/tes/ Hent da heuliañ evit kavout anezhe : "Brezhoneg" => "c’hoari memor". Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren. Ar c’hoarioù savet gant Malo Ar Menn a blij d’ar vugale ; ret eo lakaat ur selaouer ha dibab distagadur ar gerioù.
- An anvioù-gwan : 4 c’hoari memor (N. 1, 2, 3, 4) digoust pellgargapl war lec’hienn TES ivez.

- Skolius - (15 + 4 euro) -


Skolius zo ur CDrom e brezhoneg gant Michel MERMET evit ar c’helc’hiadoù 1 & 2 ; posupl eo koumanantiñ anezhañ amañ : http://gwened.tremenvoe.pagesperso-orange.fr/index.htm

- Teo, Leo ha Manda - (29 + 2,50 euro) -


Teo, Leo ha Manda zo ur CDrom liesyezhek (brezhoneg e-barzh) evit deskiñ geriaoueg an ti ha deskiñ beajiñ en ur meziant. Amañ : http://www.klask.com/index.php?dib=11&niv=536

- PAINT / PINTA -DIGOUST-

Ur skritell, ur fichenn/urzh-labour hag ur fichenn/briziadenn evit lakaat ar skolidi da zeskiñ tresañ gant an urzhiataer, gant ar meziant PAINT. Dielloù gant P. BECHARD.
Gallout a reer tizhout "PAINT" e rubrikenn "accessoires" an urzhiataerioù a dro gant windows.

Ur meziant tresañ e brezhoneg gant Drouizig  : PINTA (diwar Paint) ; amañ vez displeget penaos lakaat ar meziant da dreiñ e brezhoneg : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=213%3Apinta-14-e-brezhoneg&catid=46%3Agimp&Itemid=63&lang=fr Ret e vo deoc’h pellgargañ ha staliañ PINTA ha GTK evit Windows ma n’emañ ket war hoc’h urzhiataer : http://pinta-project.com/download.ashx Dibab "Windows" ha "download" ha "gtk for windows" ivez.

OpenDocument Text - 42.8 ko
Tresañ gant PAINT urzh labour PB
PDF - 47.8 ko
Tresañ gant PAINT urzh labour PB
OpenDocument Text - 63.9 ko
Tresañ gant PAINT skritell PB
PDF - 70.5 ko
Tresañ gant PAINTskritell PB
OpenDocument Text - 18.7 ko
Paint GS priziañ
PDF - 50.5 ko
Paint GS priziañ

- Skrivañ gant an urzhiataer : ABIWORD -DIGOUST-


ABIWORD e Brezhoneg gant an Drouizig, amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=86%3Aabiword-229-e-brezhoneg&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=fr

Taolennoù evit heuliañ araokadennoù ar skolidi gant ABIWORD  : unan evit ar re grenn hag egile evit ar re vras.

An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

Skritell ar c’hlavier evit ar skol-vamm, gant Patrick Béchard. Trugarez dezhañ.

OpenDocument Text - 38.8 ko
Abiword_MS_GS
PDF - 61.5 ko
Abiword_MS_GS
Word - 204 ko
klavier.doc
OpenDocument Text - 222.5 ko
klavier.odt
PDF - 163.2 ko
klavier.pdf
JPEG - 87.1 ko

 Kelc’hiad 2

Niveroù
- An niveroù adalek 0 betek 100 gant ur meziant digoust.
Pleustriñ war an niveroù betek 100 gant ur fuzeenn ha planedennoù, digoust hag embannet gant TES. http://www.reseau-canope.fr/tes/

Frazennoù gant KORRIGOMZ
- Sevel frazennoù e brezhoneg gant KORRIGOMZ
Digoust ha kinniget gant TES evit sevel frazennoù e brezhoneg ha selaou anezhe. Klikit, neuze ! Pellgargapl war lec’hienn TES : www.reseau-canope.fr/tes : kilikit war "Klask", skrivit "korrigomz" er c’hombod ha dibabit.

KORRIGOMZ 2 : kelc’hiad 2 ha 3
Pellgargapl war lec’hienn TES : www.reseau-canope.fr/tes : kilikit war "Klask", skrivit "korrigomz" er c’hombod ha dibabit.

- Gcompris - digoust dindan linux ; un tamm digoust dindan windows ; 20 euro ar meziant klok dindan windows -


Un diell evit heuliañ oberiantizoù ar skolidi gant Gcompris. Gcompris zo digoust evit un endro linux , hag un tamm zo digoust dindan windows.
Ur golonenn leuniet gant ar skoliad e-unan, ha kolonenn ar barregezhioù leuniet gant ar skolaer. Mont a ra an dielloù-mañ gant meziant dieub Bruno Coudoin (liesyezhek : brezhoneg, galleg, saozneg...) pellgargapl amañ : http://gcompris.net/-br-

An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

OpenDocument Text - 1.6 Mo
Gcompris CP CE1 divyezhek
PDF - 609.4 ko
Gcompris CP CE1 divyezhek

- SEBRAN -DIGOUST-


Sebran zo pellgargapl digoust war lec’hienn an drouizig , hag ar fichennoù skoazell savet gant Patrick Béchard ivez. Ar meziant hag ar fichennoù zo e penn izelañ pajenn an drouizig  : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=67%3Asebran&catid=48%3Ameziantou-kelennadel&Itemid=63&lang=br

Evit pleustriñ e kelc’hiad 2 war :
- al lenn (gerioù)
- an niveriñ
- ar jediñ
- ar skrivañ (gerioù, lizherennoù ar c’hlavier)

- IMAGEMO evit lenn e brezhoneg e CP -DIGOUST-

Troet eo bet ar meziant "Imagemo" e brezhoneg gant Goulwen Jamier. Gallout a ra skolidi ar CP lenn gerioù e brezhoneg evit lakaat anezhe da glotañ gant skeudennoù. Pellgargapl digoust amañ : http://gjamier.free.fr/imagemo/ Selaouer ret.

- C’hoarioù memor - DIGOUST -


Ar penn, an dorn, ar c’horf, an niveroù, an niveroù benel ha gourel, gant pemp c’hoari memor digoust ha stumm pdf da bellgargañ war lec’hienn TES, amañ : http://www.reseau-canope.fr/tes/ Hent da heuliañ evit kavout anezhe : "Brezhoneg" => "c’hoari memor". Staliañ anezhe en urzhiataerioù ar c’hlas evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren. Ar c’hoarioù savet gant Malo Ar Menn a blij d’ar vugale ; ret eo lakaat ur selaouer ha dibab distagadur ar gerioù.
- An anvioù-gwan : 4 c’hoari memor (N. 1, 2, 3, 4) digoust ha pellgargapl war lec’hienn TES.
- An anvioù-gwan enepster : 2 c’hoari memor (N. 5, 6) digoust ha pellgargapl war lec’hienn TES ivez.

- Skolius- (15 + 4 euro) -


Skolius zo ur CDrom e brezhoneg gant Michel MERMET evit ar c’helc’hiadoù 1 & 2 ; posupl eo koumanantiñ anezhañ amañ : http://gwened.tremenvoe.pagesperso-orange.fr/index.htm

- Teo, Leo ha Manda - (29 + 2,50 euro) -


Teo, Leo ha Manda zo ur CDrom liesyezhek (brezhoneg e-barzh) evit deskiñ geriaoueg an ti ha deskiñ beajiñ en ur meziant. Amañ : http://www.klask.com/index.php?dib=11&niv=536

- PAINT / PINTA -DIGOUST-

Deskiñ tresañ gant PAINT : Gallout a reer tizhout "PAINT" e rubrikenn "accessoires" an urzhiataerioù a dro gant windows.


Ur meziant tresañ e brezhoneg gant Drouizig  : PINTA (diwar Paint) ; amañ vez displeget penaos lakaat ar meziant da dreién e brezhoneg : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=213%3Apinta-14-e-brezhoneg&catid=46%3Agimp&Itemid=63&lang=fr

Ret e vo deoc’h pellgargañ ha staliañ PINTA ha GTK evit Windows ma n’emañ ket war hoc’h urzhiataer : http://pinta-project.com/download.ashx Dibab "Windows" ha "download" ha "gtk for windows" ivez.

- ABIWORD evit skrivañ -DIGOUST-

Ar gwellañ zo lakaat ar skolidi d’ adskrivañ ar frazennoù pe an testennoù savet gante. Mes un nebeud poelladennoù zo ret a-wechoù, evit deskiñ lec’hiañ ar poentadur, da skouer.

ABIWORD e Brezhoneg gant an Drouizig, amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=86%3Aabiword-229-e-brezhoneg&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=fr

- Poelladenn gant un destenn da glokaat evit pleustriñ war ar skrivañ.
- Poelladenn evit pleustriñ war ar poentadur.
- Taolenn evit merkañ araokadennoù ar skolidi
- An dielloù pedagogel stumm galleg war "théosept", amañ : http://theosept.free.fr/spip.php?article94 Kit betek penn izelañ pajenn théosept ha furchit e-barzh "Documents joints".

OpenDocument Text - 44.2 ko
Abiword_CP_CE1
PDF - 69.6 ko
Abiword_CP_CE1
OpenDocument Text - 13.6 ko
skrivañ urzhiataer poelladenn
PDF - 50.5 ko
skrivañ urzhiataer poelladenn
OpenDocument Text - 14 ko
skrivañ ar poentadur
PDF - 50.5 ko
skrivañ ar poentadur

- VLC media player evit selaou ar c’hanaouennoù, an istorioù ha sellet ouzh ar videoioù - DIGOUST -


VLC zo aes e implij peogwir eo gouest da lenn n’eus forzh peseurt stumm. Aes eo neuze lakaat kanaouennoù, istorioù ha videoioù e brezhoneg en urzhiataerioù, evit ma vint implijet gant ar skolidi emren. Ha setu brezhoneg ouzhpenn e buhez ar c’hlas ! Pellgargapl digoust eo al lenner vlc e penn izelañ ar bajenn-mañ : http://vlc-media-player.org/

 Kelc’hiad 3

Sevel frazennoù (ereadurezh) gant KORRIGOMZ 2 : kelc’hiad 2 ha 3 ; Pellgargapl amañ : https://www.reseau-canope.fr/tes/

- Gcompris - digoust dindan linux ; un tamm digoust dindan windows ; 20 euro ar meziant klok dindan windows -

Meziant dieub ha digoust evit un tamm gant Bruno Coudoin (liesyezhek : brezhoneg, galleg, saozneg...) pellgargapl amañ : http://gcompris.net/-br- Evit pleustriñ war ar jediñ (+ - X :) hag all.

- Geriadur FREELANG brezhoneg/galleg, galleg/brezhoneg -DIGOUST-


Al lec’hienn Freelang a ginnig ur geriadur niverel digoust da staliañ en urzhiataerioù ar c’hlas evit aesaat ar skrivañ gant ar skolidi (klask gerioù, reizhskrivañ). Savet eo bet gant Tomaz Jacquet. Gallout ar ra servij ivez da sevel rollioù gerioù evit deskiñ geriaoueg. Pep tra zo displeget war al lec’hienn. Pellgargapl digoust amañ : http://www.freelang.com/dictionnaire/breton.php

- DRAW / IMPRESS (Libreoffice) evit tresañ pe kinnig pajennoù -DIGOUST-


Pellgargapl digoust amañ : http://www.libreoffice.org/

E brezhoneg gant an drouizig, amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=209%3Alibreoffice-362-e-brezhoneg&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=fr

- WRITER (Libreoffice) evit skrivañ -DIGOUST-


Pellgargapl digoust amañ : http://www.libreoffice.org/

E brezhoneg gant an drouizig, amañ : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=209%3Alibreoffice-362-e-brezhoneg&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=fr

An difazier aze : http://www.drouizig.org/index.php?option=com_content&view=article&id=198%3Aan-difazier-evit-libreoffice&catid=42%3Aopenoffice&Itemid=63&lang=fr

- VLC media player evit selaou ar c’hanaouennoù, an istorioù ha sellet ouzh ar videoioù - DIGOUST -


VLC zo aes e implij peogwir eo gouest da lenn n’eus forzh peseurt stumm. Aes eo neuze lakaat kanaouennoù, istorioù ha videoioù e brezhoneg en urzhiataerioù, evit ma vint implijet gant ar skolidi emren. Ha setu brezhoneg ouzhpenn e buhez ar c’hlas ! Pellgargapl digoust eo al lenner vlc e penn izelañ ar bajenn-mañ : http://vlc-media-player.org/

- AUDACITY - Digoust -


Evit lakaat ar skolidi da gomz e brezhoneg : enrollañ kanaouennoù, sketchoù, istorioù berr... Posupl eo enrollañ evit kas an traoù d’ar gêr, pe d’ar radio.

Pellgargapl digoust amañ : http://audacity.sourceforge.net/?lang=fr

 Evit ar skolaerien :


Site d’aide en informatique pour les écoles : du pédagogique au technique avec Théosept. M’ho peus ezhomm da gaout sikour evit tra-mañ-tra diwar-benn an urzhiataerezh evit ar skol, kit da glask war al lec’hienn "Théosept" amañ : http://theosept.free.fr/

Images gratuites et libres de droits pour les écoles : CLIC IMAGES. Skeudennoù gant Manuel Trahard diwar un aotre Creative Commons. M’ho peus ezhomm da gavout skeudennoù digoust a-feson evit labour ho klas, kit da glask amañ : http://www.cndp.fr/crdp-dijon/-Clic-images-.html

Documents joints