Ar bagad
Le bagad et ses instruments : binioù braz, binioù kozh, bombarde, caisse claire ; photos publiées avec l’aimable autorisation du Bagad de Lanester.
Seniñ a ra Gwenola, kenitervez Ninnog ha Tudi, gant ar bagad war blasenn marc’had Nedeleg e Roazhon (evel ma oar an holl a implij an hentenn-se evit an deskiñ lenn e CP). Ha -souezhusat tra !- un nebeut a vugale ne oaront ket petra eo ur bagad. Ret eo deskiñ an dra-se neuze !
Setu da heul evite skritelloù da videobannañ, kinniget amañ gant aotre hegarat bagad Lannarstêr. Trugarez dezhe. Ar skritell diwezhañ zo tennet eus wikimedia : "FIL 2012 - Arrivée de la grande parade des nations celtes - Bagads Sonerion Lannarster et Ton’air de Breizh, 5 août 2012, Édouard Hue".
Bagad Lannarstêr amañ.
Reconnaître les instruments de musique : couverture pour relier les supports d’activités, proposition de livres et CD.
Levrioù-CD
Anavezout ar binvigi-sonerezh
Trouz-didrouz :
Evit ar c’helc’hiadoù 1 & 2. Pennad 6 ar bladenn embannet gant TES zo troet war ar binvioù sonerezh. Digoust eo evit ar skolioù.
Ar benvegoù-sonerezh :
Evit ar c’helc’hiadoù 2 & 3. Skritelloù da vrasaat, enrolladennoù evit dizoleiñ, fichennoù hag enrolladennoù evit pleustriñ. Embannet gant TES.
http://crdp.ac-rennes.fr/tes/site
Levrioù
"Je veux souffler dans l’binioù"
Albom fotoioù ha tresadennoù brav meurbet embannet diwar un diskouezadeg gant DASTUM. http://www.dastum.net/ Ha teiryezhek eo ouzhpenn (brezhoneg, galleg, saozneg). Da vont da brenañ diouzhtu ! 8 euro.
An tresadennoù zo gant Christelle LE GUEN, arzourez war al leurenn ivez gant "An tad Sach-Brec’h" http://webklas.org/spip.php?article228.
"Ar seizh soner bihan"
Embannet gant an Here, evit ar re vihanañ.
Golo
Golo evit liammañ an dielloù a denn d’ar selaou.