Accueil > Kelc’hiad 2 > Mat > Niveriñ e CP

Niveriñ e CP

vendredi 23 décembre 2016, par Isabelle.

Trames d’exercices de numération à compléter à la main pour créer rapidement des exercices simples, fiche de suivi d’exercices de numération à l’ordinateur et vidéos.

Klasket ’vez lakaat ar skolidi da niveriñ gant :
- dafar pe c’hoarioù : da skouer kartoù niveriñ, c’hoari ar waz, ...
- poelladennoù aes skrivet gante er c’haier pemdeziek : da skouer, skrivañ an niver lâret, an niver araok... pe goude..., kelc’hiañ an niver bihanañ pe brasañ diwar daou anezhe, adskrivañ an niveroù mesket en urzh ...

Muioc’h c’hoazh diwar-benn an niveriñ : amañ.

 Fichennoù niveriñ

Evit barregezhioù ’zo, vo ret ober gant poelladennoù war ur fichenn memestra : da skouer niveriñ ur c’hementad, lec’hiañ un niver. Setu neuze 4 framm evit dornskrivañ buan poelladennoù warne : betek 19, 39, 69 ha 100.
Ha skouerioù dornsavet.

Klokaet ’vo tamm ha tamm.

PDF - 144.9 ko
fichenn niveriñ CP
OpenDocument Text - 53.4 ko
fichenn niveriñ CP
PDF - 537.9 ko
ur skouer fichenn 20
PDF - 552 ko
skouer fichenn 39

 Niveriñ ouzh an urzhiataer

Hag amañ, ur fichenn evit lakaat ar skolidi da bleustriñ emren ouzh an urzhiataer.
Ar meziantoù implijet :
- Gcompris
- Memor an niveroù gant TES
- Niveriñ gant TES

PDF - 301.8 ko
niveriñ CP urzhiataer

 Videoioù diwar-benn an niveriñ

E galleg betek hen : LES FONDAMENTAUX